Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
8 février 2014 6 08 /02 /février /2014 11:25

Pierre-Jules Hetzel zo un embanner hag en deus embannet tout al levrioù skrivet gant Jules Verne : L’île mystérieuse, Vingt mille lieues sous les mers, cinq semaines en ballon …

 FLIX_N-1.JPG

Jules Hetzel a oa ganet d’ar 15 a viz Genver 1814 e Chartres ha marvet e oa  d’ar 17 a viz Meurzh 1886 e Monte-Carlo.Un embanner eus Bro-C’hall eo. Pierre-Jules Hetzel en deus kroget e studioù e Chartres ha kenderc’hel a ra anezho e Paris, a-raok mont da studiañ  ar gwir e Strasbourg.  Kregiñ a ra Magasin-Education 677

“La bibliotheque illustrée des familles » hag a zeu da vezañ « Le Magasin d’éducation et de récréation »  e 1864. E raktres a zo ma labourfe asamblez skiantourien, skrivagnerien ha  tresourien evit bodañ ar skiantouù hag an danevelloù  e servij ar bedagogiezh.

Plijet-bras eo an embanner gant « Pemp sizhunvezh e baloñs » ha peogwir en deus santet danvezh ur skrivagner-meur ennañ e sin gant Jules verne ur gevrat evit ugent vloaz.

Gant embannadur ar « Beajoù dreistordinal » en deus Jules Verne ur brud bras. Al levrioù a oa embannet e 3 stumm profet da goulz Kalanna : unan marc’had-mat hep tresadenn,an eil gant un nebeut tresadennoù, hag an trede brasoc’h ha gant muioc’h a dresadennoù.

 

Partager cet article
Repost0
8 février 2014 6 08 /02 /février /2014 10:50

Georges Méliès, ganet Marie Georges Jean Méliès, d 'an 8 a viz Kerzu 1861 ha marv d'an 21 a viz Genver 1938, a zo ur sevenner gall filmoù e oa. Sellet e vez outañ evel unan eus ar dud kentañ oc'h ijinañ trukoù er sinema.E 1902 e sav ur film anvet "D'an douar d'al loar", awenet gant romant Jules Verne.

Partager cet article
Repost0
8 février 2014 6 08 /02 /février /2014 10:22

Gun club Baltimore hag e brezidant Barbican a glask bannañ ur boled war al loar. Goude bet gounezet an arc'hant a oa ezhonm ez eo savet ur c'hanol bras anvet ar Colombia. Ar c'hleub en deus c'hoant d'ober un taol-arnod er Stadoù-Unanet ha dibab a reont Florida evel lec'h evit an taol-esae. Michel Ardan, an haroz, a ginnig dezho sevel un obuzenn gleuz evit mont war al loar.Un den anvet Nikoll a lavar n'eo ket posupl, neuze e kinnig Michel Ardan dezhañ dont gantañ. An tenn a dremen mat. War an douar, goude un nebeut eurvezhioù e krog an dud da vezañ ankeniet dre faot ar c'houmoul. Dibosub eo gwelet ar projektil. Goude un nebeud devezhioù e tizoloont an obuzenn o treiñ tro-dro al loar...

terre-lune.png

Partager cet article
Repost0
6 février 2014 4 06 /02 /février /2014 16:15

2013-2014 0377

Amañ e weler harozed «Beaj e e-kreiz ar voull-douar» e-barzh un askorn spouennek.

  2013-2014 0344

 

Ar c'habelloù touseg Aspergillus fumigalus a c'hell degas kudennoù d'an dud o deus problemoù skevent. Amañ c'hoazh e weler harozed «Beaj e e-kreiz ar voull-douar»

2013-2014 0347

Al louzoù

 

Ar c'hanetennoù bihan tout-mañ a zo louzoù ha a c'hell bezañ kaset d'ar c'helligoù pe d'an organoù evit  pareañ an dud klañv . (Engravadur tennet eus "Eus ar voull-Douar d'al loar".
2013-2014-0373.JPG

Ar vouzellenn vihan

 

Ar vouzellenn vihan he deus ur rol pouezus evit koazhañ ar boued. Aman e weler unan eus e doulloù gant kelligoù tro-dro, hag un dourenn a sikour ar boued da dremen.( engravadur tennet eus "Robur le conquérant").

 

2013-2014-0343.JPG

 Ar c'helligoù 

 

Ar c'helligoù o deus evel ur c'horf -eskern. War an dresadenn-mañ e welomp  ez eus ur fuzeenn tennet eus romant Jules Verne «Eus ar Voull-Douar d'al loar» a zo e-barzh gellig ur c'horf. A gleiz e welomp mikroboù ar sida o stagañ ouzh ar c'hellig.

 

 

 

Partager cet article
Repost0
28 janvier 2014 2 28 /01 /janvier /2014 11:56

Cinq Semaines en ballon 033Gant sikour Kevredigezh Roueel Geografiezh Londrez,en deus ar medisin Ferguson ur raktres fol : treuziñ Afrika e baloñs ! E vignon gwellañ ar chaseour Dick Kennedy, a glask mirout outañ d’hen ober. Met pennek eo Ferguson a gendalc’ho betek penn gant e vignon hag a gemero perzh, eñ ivez er veaj. Gant joe, servijour ar medisin, e ya kuit an daou vignon evit pemp sizhunvezh a-us da Afrika…

 

Partager cet article
Repost0
28 janvier 2014 2 28 /01 /janvier /2014 11:48

Jules Verne a zo ganet d'an 8 a viz c'hwevrer 1828 ha marv e 1905. Tro-dro 11 bloaz eo bet e-barzh ul lestr anvet "Caroline" peogwir e felle dezhañ mont e Bro-India met e dad en deus adtapet anezhañ just e koulz. Jules en deus prometaet "diwar vremañ, ne veajin mui nemet e-barzh ma hunvreoù ".Da 20 vloaz ez da Baris evit echuiñ e studioù. N'en deus ket c'hoant d'ober ar memes vicher hag e dad. Barzhonegoù,un drajedienn,pezhioù-c'hoari hag un nebeut traoù hall a skriv met ne c'hounez tost netra.

"E 1862 ez a da gavout an embanner Hetzel ha da ginnig dezhañ un dornskrid, "5 sizhunvezh e baloñs”.

skrivañ a raio 18 danevell ha 62 romant ,en o zouez “20 000 lev dindan ar morioù”, “Bugale ar c'hapiten Grant”, “An enezenn gevrinus” ,”Tro ar bed e 80 devezh”.

Partager cet article
Repost0
5 janvier 2014 7 05 /01 /janvier /2014 20:25

 

Partager cet article
Repost0
16 décembre 2013 1 16 /12 /décembre /2013 14:36

D'ar gwener 22 a viz du 2013 omp bet e studio 8 gant Elodie da welet Kathleen deus ar gompagnunezh Catherine Diverrès .

 

(Catherine Diverrès a zo un dañsourez a-vicher hag he deus beajet e pep lec'h).

  

 

 

Pa omp erruet

Pa omp erruet e kichen ar studio 8, Kathleen he deus lâret deomp e oamp ar re gentañ o vont er studio 8. Pa omp erruet e-barzh ar gwiskva e oa yen-tre, privezioù a oa, hag ur melezour.

Ur wezh e-barzh  ar sal hon eus gwelet e oa bras ar sal, brav e oa an tresadennoù hag ar fotoioù.

Da gentañ hon eus tommet ar c’horf en ur ober jestroù.

 

P1010038.JPG

Pa hon eus dañset

Da gentañ hon eus graet tro ar sal en ur gerzhout.

Goude hon eus graet an X, ar c’hrouell, an X en tu all, ar c’hrouell en-dro hag an X. Goude-se hon eus graet ar c’hazh.

Ar c’hrouell hag an X hon eus adgraet.

War-lerc’h hon eus kerzhet 1 2 3 4 paz hag hon eus troet warnomp;

Ha goude eo bet adkroget.

P1010083.JPG

Ar pezh hon eus graet war-lerc’h an dañs.

War-lerc’h an dañs omp bet e-barzh ar gwiskva hag hon eus adkavet ar mantilli hag ar botoù.

Goude hon eus lâret kenavo da Kathleen.

War-lerc’h hon eus redet evit nompas c’hwitañ ar bus.

Goude se omp erruet er skol.

C’hoant hon doa da ZEBRIÑ !!!

 

P1010068 

Partager cet article
Repost0
25 octobre 2013 5 25 /10 /octobre /2013 15:15

D'ar sul 20 a viz Here o deus lod eus skolidi ar c'hlas kanet da goulz Rando Bro Gwened. Deuet eo brav ganto a-drugarez da Elodie !

Clasad-CM1-CM2--16-.jpg

Clasad-CM1-CM2--26-.jpg

Clasad-CM1-CM2--30-.jpg

Partager cet article
Repost0
15 octobre 2013 2 15 /10 /octobre /2013 10:26

D'ar gwener 20 a viz gwengolo 2013, ar c'hlas CM1 ha CM2 a zo bet o welet ar pezh c'hoari Alanig al louarn e Pelez an Arzoù. tri c'hant den a oa.

Ar pezh c'hoari Alanig al louarn a zo tost ouzh an dud hiviv. Etre fent, krizder ha from e tiskouez gant loened, an darempredoù etre ar re c'halloudus hag ar bobl en ur doalenniñ ar grevedigezh n'ez eus ket enni ar re vat eus un tu hag ar re zrouk eus un tu all.

Gouestlet o deus 6 miz kentañ ar bloavezh 2010 da grouidigezh Alanig al louarn : skritur, yezh, leurennaozañ, graferezh, c'hoari, sonerezh, kanaouennoù, enrolladennoù, leurenniñ, gouleier, gwiskamantoù... Implijet o deus arzoù ken hollvedel hag ar skeudennoù, pep tra oc'h ober an istor ha n'eo ket o tiskouez an istor.

 

Partager cet article
Repost0

Kinnig

  • : Le blog de Lamponed Gwened
  • : Buhez klas CM Skol Diwan Gwened
  • Contact

Klask

Dielloù

Rummadoù