Overblog
Editer la page Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
/ / /

Gwelet en oabl a-us d'ar porzh

Tri gouelan o krial forzh.

O tarnijal en avel foll

Perak n'eus nemet tri en holl ?

Tri n'eo ket diaes o c'hontañ

Dec'h e oa c'hoazh outo ouzhpenn kant !

 

- Perak e ouel ar goueleni ?

O treiñ 'us d'ar porzh, 'us d'an ti ?

- O ya, me 'oar, al lanv du

Laboused marv a bep tu.

O divaskell 'n o c'horfoù peg

Ur berad gwad e korn o beg !

 

Gouelañ ? Pe fuc'hañ e gounnar ?

Leñvañ ? Pe guzhañ e glac'har ?

P'emeur labous pe beizant

Pep unan 'n deus e santimant.

… Ar bihan gant ar bras gwasket

Eus an derou da fin ar Bed ?

 

Anjela DUVAL

 


Partager cette page
Repost0

Kinnig

  • : Le blog de Lamponed Gwened
  • : Buhez klas CM Skol Diwan Gwened
  • Contact

Klask

Dielloù

Rummadoù