Setu, bet omp e Naoned ! Mall a oa gant al lamponed abaoe ma ouient ez afemp du-se ! Hir eo bet an devezh met karget mat ha plijet bras eo bet hollad ar skolidi.
Goude ur veaj tremenet digudenn, setu-ni e ti-gar Naoned, e-tal emañ liorzh a plantennoù. Ur wezh savet ar strolladoù ez eomp da ergerzhiñ al liorzh savet e 1805. Rastellet ez eus bet peadra ganin evit labourat war al lenn kartennoù hag all goude vakañsoù Pask e-keit ha ma chome bammet ar skolidi dirak ar spesadoù gwez ha bleunioù.
Ale, poent eo kemer an tramgarr. Prest oc'h, holl asamblez ne chom den ebet war hol lerc'h, dreist, setu-ni disammet ! diskennet er vediaoueg hon eus da gerzhout 8 mn evit erruout e mirdi ar skiantoù naturel. Nag ur blijaur, sellout ouzh ar vugale o daoulagad dispourbellet dirak korf-eskern ar valum, pe al loened a bep seurt a-dreñv ar gwitrinoù. Ul labour a-zevri a zo graet ganto, mennet ma 'z int da gavout an holl loened a zo war o fichenn. Echu ganeoc'h ?! Deomp betek sal an traoñ da sellout ouzh ar meinekadurioù (fosiloù), mein hag all !
Hep merzout dezho emaint war-sav hep azezañ abaoe ouzhpenn teir eurvezh ! Poent bras azezañ ha debriñ ! An heol a zo ganeomp hag ec'hon liorzh-kêr Cambronne, vat a ra !
Ha bremañ mirdi ar moulerezh ! Ne c'hortozen ket kement a aked a-berzh al lamponed, skuizh ma oa lod anezho dija. Hag etre ober un enklask e-unan e-touez loened abep seurt ha selaou un den o tisplegañ traoù ez eus ur pezh-mell diforc'h ! Nag ur souezh, war bouez unan pe daou hag a oa poazh ez eus bet entan hag ur c'hemer perzh a-feson gant ar skolidi. Ur "big up" bras d'an ambrougerien o deus gallet sachañ eveh ar kolidi gant kalz a fent !
Gaëtan en deus kinniget un dae (un "defi") deomp : sevel an tour uhelañ posupl gant 30 toazenn spaghetti, 50 cm fiselenn, 5 tamm skotch, ha 5 chamallow. Unan eus ar chamallow a zlee bezañ e penn an tour. Evit-se hor boa 18 mn.
Plijadur zo bet ha startijenn gant an holl. Met ouzhpenn ar blijadur d'ober un dra dic'hortoz hon eus desket, (met gouzout a ouiemp dija !) petra eo labourat a-stroll. Merzet hon eus ez a gwelloc'h an traoù pa vezer gouest da selaou menozioù ar re all, da eskemm etrezomp...
Gaëtan nous a proposé un défi : construire la tour la plus haute possible avec 30 spaghetti, 5 bout de scotch, 50 cm de ficelle et 5 schamallow, avec un schamallow obligatoirement au sommet de la tour. Et tout cela en 18 mn.
Bien sûr, ça nous a plu. Mais outre le plaisir de faire quelque chose d'inattendu on a appris (mais on le savait déjà !) à travailler en groupe. On a remarqué que c'est beaucoup plus facile quand on sait écouter les autres et accepter leurs idées !
An derou (On se lance)
Taolioù -arnod gant pep strollad (On expérimente)
Gant lod e teu brav, gant reoù all... (Pour certains, ça prend forme, les autres...)
Goude bezañ bet o labourat ez eo ret deomp dielfennañ hon emzalc'h ! (Ensuite, il nous faut analyser notre travail d'équipe : efficace ou non ?)
Diwallit lamponed ha lamponezed, diriaou e vo ur prouad skiantoù o tenna^n d'ar c'hoazhañ.
An tres ho po da adsevel ha ret e vo ivez anavezout an termenadurioù. Adgrit ar boelladenn a zo en ho programm learning apps evit adwelout an traoù :
https://learningapps.org/5867165
Ma sellit mat al luc'hskeudennoù e c'helloc'h gwelout tasmant ar roue Grallon. si vous regardez bien, vous pourrez voir le fantôme du roi Grallon
Emañ ar skol el lec'h nemetañ e Gwened e lec'h ma chom douaroù dieub evit sevel tiez. Cheñch a raio kalzig hon ardremez er bloavezhioù o tont, peadra evidomp evit studiañ emdroadur hor c'harter ha penaos e sever un ekokarter. N'eo ket anat kompren ez eo evit doujañ d'an natur ez eus bet troc'het gwez a-vil vern !
War an dro hon eus profitet eus hor pourmenadenn evit klokaat un daolenn o renablin an obererezhioù ekonomikel, sokial, an doareoù anneziñ gwelet ha roudoù an dremened.
L'école se trouve dans le seul lieu où il reste encore de la place à bâtir. Notre voisinage va beaucoup changer dans les années à venir, voici pour nous l'occasion d'étudier l'évolution de notre environnement et d'étudier comment on fait un ecoquartier. Pas facile à comprendre quand on abat autant d'arbres !
Cette promenade fut aussi l'occasion de classifier les traces du passé, les types d'habitat, les activités économiques et sociales.
1) Dizoleiñ a ran karter ar skol
Emaomp o vont d’ober ur bourmenadenn tro-dro d’ar skol, sellit mat ouzh an endroioù, ret e vo deoc’h notenniñ elfennoù zo e-barzh an daolenn ha kemer luc’hskeudennoù.
Doareoù annez | Roudoù an dremened | Oberiantizioù ekonomikel | Servijoù d’an annezidi | Elfennoù naturel |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Da heul hon eus implijet Geoportail evit adober an hent bet heuliet ganeomp