Overblog
Editer la page Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
/ / /

1) Tres ur segmant [AB], 15 cm e hed.

 

 2) Lak ar poent C e-kreiz [AB].

 

3) Tres ar segmant [DE], 15 cm e hed, skouer da [AB], C o vezañ kreiz [DE].

 

4) Tres biskejenn ar c’horn DCB.

 

5) Lak ar poent F war ar biskejenn evit ma vo 6,5 cm hed [CF].

 

6) Tres ivez biskejenn ar c’hornioù DCA, BCE hag ACE.

 

7) Lak ar poent G war biskejenn BCE evit ma vo 6,5 cm hed [CG].

    Lak ar poent H war biskejenn ACE evit ma vo 6,5 cm hed [CH].

    Lak ar poent I war biskejenn ACD evit ma vo 6,5 cm hed [CI].

 

8) War ar segmant [CF], lak ar poent J evit ma vo [CJ] 2,5 cm e hed.

    War ar segmant [CG], lak ar poent K evit ma vo [CK] 2,5 cm e hed.

    War ar segmant [CH], lak ar poent L evit ma vo [CL] 2,5 cm e hed.

    War ar segmant [CI], lak ar poent M evit ma vo [CM] 2,5 cm e hed.

 

9) Tres ar segmantoù [DJ], [JB], [BK], [KE], [EL], [LA], [AM], [MD]

 

10) Troc’h an holl segmantoù-mañ gant ur c’helc’h, C e greizenn ha 3,5 cm e skin.

 

11) Liamm ar poentoù nevez-mañ gant penn ar biskejennoù.

 

Partager cette page
Repost0

Kinnig

  • : Le blog de Lamponed Gwened
  • : Buhez klas CM Skol Diwan Gwened
  • Contact

Klask

Dielloù

Rummadoù