Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
15 septembre 2015 2 15 /09 /septembre /2015 12:51

Kinniget em eus d'am re CM1-CM2 un destenn kempennet ganin hag embannet e Brud Nevez n°141. (Gant ma tigarezo e oberour ac'hanon, ne c'hellan ket e envel, n'eman ket ar gelaouenn ganin aman).

Goulennet em eus digant ar skolidi da ijinan dibenn an destenn, setu meur a ginnig.

Devezh kentañ ar bloavezh-skol

" Sakordisteg ! Pa vin bras, ne gasin ket ma bugale d'ar skol. "

Setu ar pezh a soñje ur paotr yaouank anvet Loig pa oa o kemer penn an hent evit mont

d'ar skol. Hemañ a oa ur paotrig a yae war e eizh vloaz, du e zaoulagad hag e vlev, ur mousc'hoarzh goapaus o wiskañ e ziweuz. Lunedoù re vras war e fri troñset, pikoù panez strewet warnañ, e-kreiz un dremm ront a roe dezhañ an aer fentus a blije kement da baotrezed ar vourc'h. A hent-all, paneved e lunedoù re vras evitañ, e vefe bet Loig kontant a-walc'h deus e neuz-dremm. Met evel ma lavare e vamm dezhañ :

-" Pa vi koshoc 'h e chomo ganit al lunedoù-se hag evel-se n' az po ket

ezhomm prenañ ur re nevez. "

Kavout a rae dezhañ e oa ganti komzoù a furnez hag abalamour da se e c'houzañve lunedoù re vras na felle ket dezho chom en o flas. " Sakordisteg ! "

Met hiziv, bez e oa soñjoù mantrusoc'h gant al Loig kaezh eget kudenn e lunedoù foeter-bro ; ur gwall gasadenn a c'hoarveze gantañ, sammet e zivskoaz gant ur sac'h-ler-skol damnevez, ennañ kreionoù, kleizennoù, levrioù hag alI.

Loig, evel kalz moused a oad gantañ, a adkemere hent ar skol. Daou vizvezh a oa bremañ n'en-doa ket gwelet liv an ti-skol. Hemañ gant e vogerioù teñval ha lous hag e borzh re strizh, ne blije ket dezhañ. Difennet groñs e oa dezhañ ha d'e gamaladed yaouank c'hoari mell-droad gant aon ma torrfent prenestroù an ti-skol. Mantrus e oa kement-se evito. Ret e oa dezho gortoz dibenn an devezh-skol evit mont da c'hoari war an dachenn sportoù. Met e-kreiz ar goañv, pa zeue an noz abretoc'h-abretañ warno, penaos ober ? Ne chome neuze evito nemet ar

meurzh pe ar sadorn ha c 'hoazh pa veze brav an amzer .

" Heñvel e vo an traoù ganeomp ar bloaz-mañ, sur-mat, " a soñje Loig. " Peogwir e vo an hevelep mestr-skol o ren war hor c'hlas. " Hag ar mestr-skol-se a oa ur paotr spontus, frammet kreñv, gant daouarn ledan ha pounner, prim da flourañ divskouarn ar ganfarded.

-" Sakordisteg ! Mizer 'm bo sur ar bloaz-mañ. Evel 'pad an hini kent. "

Ha seul vuioc'h e soñje en e vestr-skol ha seul goustadikoc'h e kerzhe. Ha koulskoude, lavaret he doa e vamm dezhañ, pa oa o leinañ, e oa ret dezhañ bezañ fier rak ar bloaz-mañ " ez i

da-unan kaer d'ar skol, bremañ out ur gwaz. "

Kaer en-doa bet Loig respont dezhi e kave gwelloc 'h dezhañ chom gant ar wazed all er vourc'h eget mont d'ar skol, e vamm n'he doa ket lezet amzer dezhañ kenderc'hel.

Paket en doa diganti ur flac'had deus an dibab, peadra d'e lakaat da beurgompren ne oa ket

a-walc 'h bezañ gwaz evit bezañ trec 'h d'ar merc'hed.

Dre ma oa o soñjal er flac'had-se, e tostae a nebeudoù ouzh ar pezh a seblante dezhañ bezañ an ifern war an douar. Daoust ma oa o ruzañ e dreid gwellañ ma c 'helle, ne oa ket ken hir a-se an hent hag a-benn ar fin en em gavas dirak porzh an ti-skol. A-boan m'en doa kroget da varvailhat gant e gamaladed ma oant galvet gant ar rener ha " pedet " da vont-tre e-barzh ar c'hlas. Pignat a rejont gant an diri sonn, teñval o fenn. Met neuze ur wech aet-tre,

e sklerijennas pemp dremm yaouank ha tregont ha kouezhañ a reas lunedoù Loig war beg e fri

gant ar souezh. Rak, e-lec'h ar mestr-skol o doa warlene, e oa dirazo ur . . .

Dit-te da ijinañ peurrest an istor : petra a c'helle bezañ er c'hlas : un euzhvil, ur skolaerez jentil, ur sorserez …?

…"Gant ma teuio warc'hoazh buan, sakordisteg!" a soñjas Loig. Ha goude e serras e valvennoù war huñvreoù kaer .Echu e oa gantañ devezh kentañ ar bloavezh-skol.

Dirazo e oa ur ran ! « Deuit ! Deuit bugale », a lâr ar ran, ar vugale az ae ganti gant an tamm aon. Bez e oa ur c’hlas ispisial, kartennoù stank hag e-barzh ul lestr e e oa kelien marv. » Hiriv ez aimp da stank Randrekar » . E-barzh ar c’harr-bouti, e lavaras ar ran « Gwelet e vo ma zad ,ma c’hant breur ha ma hanter-kant c’hoar .

Ur wezh erruet, e huchas ar ran « koooaak, koooaak » ! Ha kant div ran hag hanter-kant a zifoupas dirak ar ran. «Deuit !Deuit bugale ! » hag e lammas e-barzh an dour. « Yaaa » a huchas ar vugale, ha toud an dud a lammas e-barzh an dour.

Diouzh noz e tistroas Loig er gêr hag e vamm a lâras : “ C’hwezh fall a zo ganit, kae da gemer ur strinkadenn”.

Lucien Bogaert CM2

Partager cet article
Repost0
16 octobre 2014 4 16 /10 /octobre /2014 14:59

HPIM5306-copie-1.JPG

Kelennerez ar poull-risklañ a zo anvet Mireille.

Desket he deus deomp : ar c'hwibon, ar boulomig bihan, al lamm, kerzhout en-a-dreñv, ar stardañ, war peseurt tu mont...

Graet hon eus c'hoarioù : unan daou tri heol, ar sparfell, ar suraval, ar chtroumph...

Desket he deus deomp ar reolennoù  : renkañ e zaouarn pa gouezher, chom hep bountañ, pas debriñ ar skorn, pas stagañ ouzh ur mignon (nemet ma vez goulennet er boeladenn), pas tennañ ar manegoù...

Ha Mireille he deus lâret e vo graet ur goregrafienn. Ni zo sur e vo re vat

 

Ar pennad a zo bet skrivet gant : Ewen Le Maux hag Lucien Bogaert.

 

Fotografour : Thierry Le Maux.             

 

La prof de patinoire s'apelle Mireille.

Elle nous a appris :la cigogne, le petit bonhomme, le saut, le citron avant/arrière, la marche arrière, le freinage, la direction...

On a fait des jeux : un deux trois soleil, éperviers sortez en citrons, le schtroumph...

Elle nous a appris les règles : ranger les mains quand on tombe, ne pas pousser, ne pas manger la glace, ne pas s'accrocher aux copains (sauf si l'exercice le demande), ne pas enlever les gants sur la glace...

Et Mireille a dit qu'on ferait une chorégraphie.Nous sommes sur que ce sera super !

 

Texte écrit par : Ewen Le Maux et  Lucien Bogaert.

Photographe : Thierry Le Maux.

  

Partager cet article
Repost0
30 mai 2014 5 30 /05 /mai /2014 10:52

Gallout a rit gwelout videoioù an abadenn hip hop en ur glikañ amañ : link

Partager cet article
Repost0
22 mai 2014 4 22 /05 /mai /2014 18:02
Dimeurzh ez aimp da redek e-kreiz-kêr Gwened evit ar redadegig, en ur c'hortoz e c'hellit votiñ evit ar c'hlip a blij deoc'h ar gwellañ en ur leuskel ur gemennadenn !
Mardi, nous irons courir pour la langue bretonne dans le centre-ville de Vannes, lors du passage de la Redadeg. en attendant, je vous propose de voter pour le clip que vous préférez en laissant un commentaire !
 
Partager cet article
Repost0
25 avril 2014 5 25 /04 /avril /2014 14:49
Setu ma kavan en ur furchal war internet ur video bet filmet deiz kentañ ar bloavezh-skol pa oa an Ao. maer oc'h ober e droiad eus ar skolioù. Na fur e oa al lamponed an deiz-se !   
Partager cet article
Repost0
25 octobre 2013 5 25 /10 /octobre /2013 15:15

D'ar sul 20 a viz Here o deus lod eus skolidi ar c'hlas kanet da goulz Rando Bro Gwened. Deuet eo brav ganto a-drugarez da Elodie !

Clasad-CM1-CM2--16-.jpg

Clasad-CM1-CM2--26-.jpg

Clasad-CM1-CM2--30-.jpg

Partager cet article
Repost0
3 octobre 2013 4 03 /10 /octobre /2013 16:19

Ale moused vihan, ret e vo deoc'h pleustriñ er gêr evit bezañ prest da goulz Rando Bro Gwened d'an 20 a viz here !

Setu eta ul liamm evit klevout derou an ton ( ton 217) : link

Partager cet article
Repost0
5 juillet 2013 5 05 /07 /juillet /2013 17:41

Setu, pemp bloaz goude an abadenn gentañ gouestlet d'ar "Petits loups du jazz" eo bet adkroget gant bugale ar skol d'arS7300500 yaou 04 a viz gouere. Echuet eo bet brav ar bloavezh-skol gant kanaouennoù nevez krouet e brezhoneg.

an holl fotoioù amañ : arvest-04-07-2013 arvest-04-07-2013

S7300503.JPG

 

 

Partager cet article
Repost0
17 mai 2013 5 17 /05 /mai /2013 15:03

Na rit ket bil ! n'eus ket bet ezhomm da redek war-lerc'h kangouroued e-barzh ar c'hlas, kaoz a zo amañ kentoc'h eus ar genstrivadeg "Kangourou ar matematik". Setu eta disoc'hoù ar bloaz-mañ :

 

Evit ar re CM 2 : Maelig Le Guevel hag a zo 52vet diwar 30192 !

Evit ar re CM1 : Pereg Echelard hag a zo 10035vet  diwar 25444.

Evit ar re CE2 : Nicolas Chanjour hag a zo 555vet diwar 22306.

 

S7300425.JPG

Partager cet article
Repost0
7 mai 2013 2 07 /05 /mai /2013 14:52

 

Cambriolage

 

 

Dans le journal, j'ai découvert qu'un cambriolage a eu lieu à Carnac un samedi vers 17 h, les habitants n'était pas très contents, mais moi non plus, je n'aimerais pas qu'on me vole mes legos (ou quelque chose d'autre).

Les gendarmes disent que les voleurs agissent souvent dans la journée, je croyais qu'ils agissaient dans la nuit.

 

Meriadeg

 

 

 

                                              Les Basques en Bretagne

 

Quand j'ai ouvert le journal , j'ai reconnu Guenole un copain de 3e. Il était avec son correspondant basque et les autres collégiens .Les collégiens iront chez les correspondants basques à Araste-Mondragon pour visiter la ville .J'ai hâte d'être au collége .

 

Maelig

 

                                         Petits dragons deviendront grands.

 

Dans le journal j’ai découvert que 7 petits dragons de Komodo sont sortis de leurs œufs dans le zoo de Surabaya à l’est de Java.

 Pour moi c’est une bonne nouvelle car il n’existe plus que 5000 des plus gros varans du monde à l’état sauvage.

 Et d’ailleurs moi je les trouve vraiment mignons.

Quand je serai grand je voudrais avoir un serpent.

 

                    Thiellement  Ehoarn

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0

Kinnig

  • : Le blog de Lamponed Gwened
  • : Buhez klas CM Skol Diwan Gwened
  • Contact

Klask

Dielloù

Rummadoù