Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
15 octobre 2013 2 15 /10 /octobre /2013 10:26

D'ar gwener 20 a viz gwengolo 2013, ar c'hlas CM1 ha CM2 a zo bet o welet ar pezh c'hoari Alanig al louarn e Pelez an Arzoù. tri c'hant den a oa.

Ar pezh c'hoari Alanig al louarn a zo tost ouzh an dud hiviv. Etre fent, krizder ha from e tiskouez gant loened, an darempredoù etre ar re c'halloudus hag ar bobl en ur doalenniñ ar grevedigezh n'ez eus ket enni ar re vat eus un tu hag ar re zrouk eus un tu all.

Gouestlet o deus 6 miz kentañ ar bloavezh 2010 da grouidigezh Alanig al louarn : skritur, yezh, leurennaozañ, graferezh, c'hoari, sonerezh, kanaouennoù, enrolladennoù, leurenniñ, gouleier, gwiskamantoù... Implijet o deus arzoù ken hollvedel hag ar skeudennoù, pep tra oc'h ober an istor ha n'eo ket o tiskouez an istor.

 

Partager cet article
Repost0

commentaires

Kinnig

  • : Le blog de Lamponed Gwened
  • : Buhez klas CM Skol Diwan Gwened
  • Contact

Klask

Dielloù

Rummadoù