Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
9 mars 2012 5 09 /03 /mars /2012 11:53

Setu eil rummad skridoù ar vugale !

 

« Deuit, deuit da brenañ ! 15 euro an tri fezh arc’hant kozh : unan a oa da Vonaparte, unan eus 1930 hag an hini all eus 1980 a oa da Jiscard, ne vez ket mui kavet seurt traoù e foarioù an traoù kozh. Prenit ar gasketenn-mañ he deus graet tro Bro-Spagn, ha banniel Breizh, tout evit 15 euro ! Mui ur volotenn foot a oa da Zidane, evit 15 euro. N’eo ket ker, hag ivez ho po ur “mad da brenañ” eus 4,50 euro. E-barzh ur foar all e vefe lavaret 30euro an holl draoù-se, ha ne vefe ket eus ar “mad da brenañ” !

 

“- Mammig, c’hoant ‘m eus ar volotenn hag ar gasketenn !

-          Ket, re ger eo !

-          Mar plij, mammig ! Renkañ a rin ma c’hambr , mar plij, mar plij !

-          Ket, re ger eo ! Me ‘m eus dija lavaret ket !

 

 

Mael Lavoue CM2

 

Er gêr

 

-          Mammig, gallout a ran mont  da foar an traoù kozh evit prenañ traoù ?

-          Ya, evel just, met goulenn digant tadig mont ganit.

-          Ya. Tadig, gallout a rez dont ganin da foar an troù kozh ?

-          Ya, evel just, met petra he deus lâret mammig ?

-          Lâret he deus ya, met lâret he deus ivez eo ret dit dont ganin.

-          -Ya, bon, deomp dezhi !

-          Ya, met mammig n’he deus ket roet arc’hant !

-          N’eo ket grevus, 250 euro a zo ganin em eus bet gant ma labour.

 

E foar an traoù kozh

 

-          Tadig, ur razh-indez a zo, gallout a ran kaout anezhañ ?

-          Ya, met pegement e koust ?

-          25 euro.

-          Ya, mat eo.

-          Trugarez tadig, peseurt anv a vo roet dezhañ ?

-          A Ya ?!

-          Anvet e vo « diesel » !

-          Ya, ma karez.

 

Er gêr

 

-          Mammig ! Mammig ! Tadig en deus prenet ur razh-indez din.

-          N’eo ket posupl, n’eo ket gwir ! Met an arc’hant am boa roet dit a oa evit prenañ traoù mat !

-          Met n’az peus ket roet arc’hant din. Trugarez tadig !

 

 

Bleuenn Allehaux CM2

 

Foar an dra bennak 1

 

« O ! Nanarzh ma mignonez eo ! Prenañ a ran anezhañ pe ne ran ket ? » a soñj Yannig, ur paotr 10 vloaz.. « Ale, 5 euro, n’eo ket kêr. Ket, ne gemeran ket. O, sell : kazh ma mignonez eo ! Hag amañ, ur gornigell Beyblade ! Hag aze, an dastumadeg Naruto evit 10 euro. Ale, kemer a ran, pegement a zo e-barzh ma dougen-moneiz ? Nemet 1 euro ! Hag aze ur foto eus ar « pont-transbordeur » e Rochefort, hag ur foto eus « L »arc de triomphe » hag «an « Tour Eiffel ». Penaos ober ?

 

Foar an dra bennak 2

 

-          Mamm, mamm, te a c’hell prestiñ arc’hant din evit kemer traoù mar plij ? Rezteurel a rin ac’hanout.

-          Ya, setu 20 euro, ne gollez ket an arc’hant, heñ !

-          Ya, ya ,mamm.

(Yannig zo o vont war stand ar c’hartennoù Naruto)

-          Pegement eo an dastumadeg ?

-          10 euro, mar plij.

-          Setu, kenavo.

(Hag eñ o vont da stand ar gornigell Beyblade).

-          5 euro, mar plij.

-          Setu, kenavo.

(Hag eñ o vont da gemer an tri foto)

-          Pegement eo an tri foto ?

-          An holl fotoioù en un taol ? Euh, 5 euro.

-          Kemer a ran tout. Setu. Kenavo.

 

Foar an dra bennak 3

 

Setu Yannig o sevel ur stand : « Deuit ! Deuit ! Amañ ez eus an dastumadeg kartennoù Naruto, ur gornigell beyblade ha 3 foto eus ar « pont-transbordeur”,  « l’arc de triomphe » hag an « Tour Eiffel ». E stand n’en deus ket padet un eurvezh.

 

Diouzh an noz

 

“Pet a arc’hant am eus ? 50 euro ! Gounezet em eus el loto pe betra !

 

 

Enora Le Maux, CM1

 

O, nann !

 

Ur mintin gant heol tomm ha koumoul gwenn e oan dihunet o soñjal e vefe brav an devezh, met, ur wech savet, em boa gwelet ur skritell. Lakaet e oa warni : « Foar an traoù kozh d’ar sadorn 12 ! » O ket, n’eo ket gwir, me zo sur ne vo netra mat da brenañ hag e vo ret din mont.

 

 

Ur wech erruet e soñjan : « Pfff, n’eus nemet traoù kozh amañ. Met petra a welan ? Krampouezh ! Lavarout a ran : “Mammig, mar plij, gallout a rez prenañ unan din ?

- Ya, ma ‘peus c’hoant, kemer un tamm arc’hant”, a respont ma mamm. Mont a ran da brenañ unan met : « Digarez, met n’eus ket mui toaz » eme ur plac’h. O nann ! Evit ur wech m’am boa kavet un dra vat !!!

 

 

Maelig Le Guevel CM1

 

« Mammig, mammig, a lavar ur plac’hig.

- Petra ‘zo ? a lavar ar vamm.

- Perak ‘peus lakaet ma nanarzh da werzhañ ? »

Ar plac’hig a zo o leñvañ spontus. Fachet eo ouzh he mamm.

“Met kozh e oa da nanarzh !

-Ya, met ma nanarzh eo. Perak pas ar re all ? perak hemañ ?”

Ur bern tud a sell ouzh an nanarzh kozh.

“Sell, ur bern tud a zo o sellout ouzh da nanarzh kozh.

- Ya, met n’em eus ket c’hoant d’ e werzhañ, a glemmich ar plac’h.

“Demat, pegement e koust an nanarzh ? a c’houlenn un den.

- 3 euro e koust ha 5 euro ma kemerit an daou nanarzh ! a respont ar vamm.

- Kemeret e vo an daou, setu 5 euro”, a lavar an den.

N’emañ ket amañ ar plac’hig p’he deus ar vamm gwerzhet an nanarzh. Pa erru ar plac’h ha pa wel n’emañ ket mui an nanarzh aze e leñv adarre.

“Mammig ! mammig ! Perak ‘peus gwerzhet ma nanarzh kozh ?”

Trist eo ar plac’hig.

“Mammig, emaon o vont da adkavout ma nanarzh kozh !”

Mont a ra ar plac’hig da glask e nanarzh e alezioù foar an traoù kozh. Gwelout a ra e nanarzh ; an den, ur gwerzhour, en deus adlakaet e nanarzh e gwerzh da 10 euro. Mont a ra da welout he mamm hag e kont tout ar pezh he deus gwelet. Bremañ e ya gant he mamm da welout ar gwerzhour.

Ar vamm a lavar d’ar gwerzhour : “Pegement e koust an nanarzh-mañ em eus gwerzhet deoc’h ?

- 10 euro e koust.

- N’ho peus ket mezh ! Adprenañ a ran anezhañ memestra evit ma merc’h ken trist.

Adkavet he deus ar plac’hig he nanarzh kozh hag echu eo.

 

 

Erell Chauveau, CM1

 

 

 

 

Nul eo mont  da foar an traoù kozh…

 

 

“Nul eo mont da foar an traoù kozh, n’ez in ket !!!” eme Tom, ur paotrig nav vloaz. “ Arest d’ober ar babig, e giz-se eo, e giz-se emañ !!! »  a respont ar vamm. « Pffff ! nul eo ! »

 

Ar vamm, Marie-Jeanne, he doa ezhomm da werzhañ c’hoarioù a bep seurt, re vras e oa deuet da vezañ e vab, met Tom ne blije ket dezhañ mont. Met e giz-se emañ !

 

Pa oa erruet e foar an traoù kozh e oa ur bern tud. Unan a werzhe kartennoù, unan all a werzhe dilhad, hag all hag all… 

“Mamm, c’hoant em eus prenañ ar c’hoari-mañ, aze ! Mar plij, evit c’hoari e-pad an devezh.

-Nann, chom sioul ha setu tout ma mab. Ale, m’az peus c’hoant, gra ur bourmenadenn. Ale, kae !

-A-du. Ur soñj a zo deuet din.

- Kae neuze, ken bremaik. »

 

Kavet en deus Tom ur c’hoari mat-tre. Hag amañ unan all ! hag aze, unan all adarre. Evit ur wech eo mat, a soñj Tom. “Oh ! Petra eo se ? un D.S. ! c’hoant ‘m eus e brenañ ». Ar paotrig a red, a red. Erruout a ra hag e lavar d’ e vamm : « Pegement az peus bet evit poent ?

- Bet em eus 300 euro betek-henn, petra az peus c’hoant, ma mab ?

- Un D.S. mar plij. Mammig, te a c’hell prenañ anezhañ ?

- Pegement eo da D.S ?

- 250 euro eo, gallout a ran ?

- ya Tom, kae met na gollez ket an arc’hant, diwall !

-Ya, ya, me ‘oar.”

 

Tom a red, a red c’hoazh hag a bren an D.S. met 210 euro e oa. An oadour a ro ar moneiz hag e chom 40 euro.

“Ur c’hoari D.S a goust 10 euro, ma faotrig, petra az peus c’hoant c’hoazh ?

-Euh, euh… Ur c’hoari D.S ‘m eus c’hoant ; ar c’hoari D.S. Mario Kart 7, hag ar c’hoari Mario sonic c’hoarioù olimpek. Se ‘ ra 2 c’hoari hag e prenan an daou-mañ ivez. »

Kontant-tout e ya Tom da welet e vamm hag e kont e brenadenn. « Mat, a respont ar vamm, chom a ran da werzhañ betek 18e30 ha 6 eur nemet kard eo, c’hoari un tamm D.S betek ar fin.

 

Ha Tom ha c’hoari. « waoow ! Mat-tre eo ! ». Hag e c’hoari, hag e c’hoari. Met Tom a wel ur paotr o pourmen a-dreñv dezhañ, dirak, a-gleiz, a-zehou hag, en un taol, e laer ar paotr e c’hoarioù. Fachet-ruz eo Tom. Redek ha redek a ra evit adtapout e c’hoarioù met al laer n’emañ ket mui amañ. “Mmmm, pelec’h eo aet kuit evit c’hoari gant ma c’hoarioù D.S. ? A! Me ‘oar ! Gwelet em eus pelec’h emañ : dindan daol ur marc’hadour emañ; e dad sur-a-walc’h ! Bon !”

 

Mont a ra Tom da welout tad ar paotr.

“Euh, euh, aotroù marc’hadour, ho paotr en deus kemeret ma c’hoarioù D.S..

- Petra ? Matisse ! N’em boa ket lavaret dit dija ne vez ket laeret !”

An aotroù a gemer e vab, a denn ar c’hoarioù diouzh e zaouarn, hag e ro ur feskennad dezhañ.

“18e30 eo, a huch Tom, buan, ret eo din mont gant mammig, er gêr emañ o vont en-dro.”

 

Ar buanañ posupl e red Tom hag e ya en oto.

“Mat e oa foar an traoù kozh ?

- Ya, mat-tre e oa ! C’hoant em eus mont ar wech a zeu !”

 

 

Ehoarn Thiellement CM1

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0

commentaires

Kinnig

  • : Le blog de Lamponed Gwened
  • : Buhez klas CM Skol Diwan Gwened
  • Contact

Klask

Dielloù

Rummadoù