Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
16 mai 2011 1 16 /05 /mai /2011 16:02

Ganet eo Henri Pollès e Landreger e 1909. Ober a ra studioù e Naoned ha goude e krog da skrivañ levrioù. Yaouank  en doa skrivet barzhonegoù hag, evit e 18 vloaz, en doa skrivet e romant kentañ,  « Sophie de Tréguier ». Al levr-mañ a zo bet embannet e 1932 gant Gallimard.

Kenlabourat a rae ivez er c’hazetennoù evel “Giustizia e liberta”, graet e Paris gant enebourien Mussolini. E 1936 e skriv e Barselona ur pennad war brezel Bro-Spagn evit ar gazetenn « vendredi ».

Goude e levr kentañ e skriv daou levr all : “Les paralytiques volent”ha “L’ange de chair”. E 1945, e levr  « Toute guerre se fait la nuit » a  goll priz ur c’honkour. Ar c’hwitadenn-se e lak anezhañ da skrivañ « Journal d’un raté ».

E 1982 e skriv « L’âge d’homme », « Sur le fleuve de sang vient parfois un beau navire ». Al levrioù-mañ, diwar-benn Landreger e-pad brezel1914-1918, a resev priz Paul Morand eus Akademiezh Bro-C’hall hag priz bras skrivagnerien ar C’hornog. Pedet eo goude e abadennoù tele « Apostrophes » hag « Ex-libris ». Soñjet en deus goude kinnig e levrioù evit sevel ur mirdi e Roazhon.

Henri Pollès a zo marv d’an 30 a viz Gwengolo 1994 e-barzh tan-gwall e di a oa e Brunoy. E zastumadeg levrioù a zo bet lakaet e levraoueg Roazhon.

S7302300-copie-1.JPG

(Armel levrioù savet gant Henri Pollès evit renkañ e levrioù diwar-benn Bro Rusia)

Partager cet article
Repost0

commentaires

Kinnig

  • : Le blog de Lamponed Gwened
  • : Buhez klas CM Skol Diwan Gwened
  • Contact

Klask

Dielloù

Rummadoù