Trugarez vras da Guillaume en deus enrollet ac'hanomp ha da Ronan ha Melanie da vezañ degemeret ac'hanomp, Big Up !!
Demat,
D’ar 28 a viz c’hwevrer, klas Gaëtan Boulig eus skol Diwan Gwened zo bet er Studio 8 evit ober ur c’hlip hag ivez hip-hop gant Patrick (Finox) deus ar gompagnunezh Chute Libre. An 18 skoliad o deus graet freeze ,top rock, diskenn war al leur. War lerc’h o deus ar skolidi graet ur goregrafienn e-pad 5 munutenn hag ur battle hag echu e oa an abadenn gant Finox.
Pablo CM1
Ar mintin-mañ omp bet er Studio 8 gant ar c’hlas evit ober hip-hop gant Finox (Patrick). Desket en deus deomp ur goregrafienn. Evit kregiñ ar goregrafienn hon eus graet un Top rock , goude omp diskennet war al leur evit ober an S hag ar paz-torret, ha goude ar freeze. Fenox a labour gant ar gompagnunezh « Chute libre ». Ni oa bet d’ar Studio 8 evit ar c’hlip. Filip en doa filmet ac’hanomp. Bez ez eus meur a freeze evel ar baby freeze hag ar « chandelle ».
Emile
Studio 8
Ni zo bet oc’h ober Hip Hop er Studio 8 gant Finox (Patrick). Ni zo o vont da sellet ouzh un arvest d’ar Sul 5a viz meurzh 2017 gant ar gompagnunezh “Chute libre” . Ni zo o vont d’ober hip Hop evit ur c’hlip ha Philippe a zo deuet da filmañ hon abadenn hip hop evit lakaat e-barzh ar c’hlip. Mat e oa an Hip Hop
Pol Le Scouarnec
Ni zo bet d’ar meurzh 28 a viz C’hwever 2017 er Studio 8. Rankontret hon eus ur paotr, Finox (PATRICK) hag a zo e-barzh ar gompagnunezh “Chute libre”. Finox a ra break dance. Philipe, ar sevener filmoù en doa graet hor c’hlip warlene zo bet ganeomp evit filmañ tout ar c’hlas o tañsal evit hor c’hlip nevez.
Ni hon eus desket :
- fiñval
- war sav
- diskenn war ar leur
- ar freeze (bezañ seizet)
hag ivez ur goregrafienn vihan.
Ni hon eus kavet se mat. Ni a yello da sellout ouzh an arvest “sakr an nevez-Amzer” d’ar sul 05 a viz meurzh gant finox o tañsal e-barzh.
Triskell
Mat e oa ar bleustradenn gant an dañsourien.
Triskell
D’an 12 a viz Kerzu omp bet (ni, klas Gaëtan) e dielldi an departamant. Degemeret omp bet gant Camille Pineault, ur plac’h a labour du-se.
Aet omp e-barzh ur sal ha tennet hon eus hor mantell. Displeget he deus Camille e c’helle an holl dont amañ hep paeañ. Ur gwir eo abaoe an Dispac’h Gall. Ret eo d’an dud a zeu reiñ o c’hartenn-anv. N’eus ar gwir da gas nemet ur c’hreion koad hag ur follenn rak ur c’hreion Bic ne c’hell ket bezañ diverket war un diell. Evit mont da sellout ouzh an dielloù eo ret leuskel e sac’h, kemer ur sac’h treuzwelus ha tennañ e vantell. Graet e vez tout se evit ampech al laeronsi.
Pa erru un diell e vez sellet ma vez e stad mat, ma n’eus ket kabelloù-touseg, peotramant e vez graet un tretamant kimiek. Ne vez bannet netra. Pa vez bresk un diell e vez lakaet paper a Vro-Japan warnañ. Pa erru an diell e vez tennet tout ar pezh a zo e houarn (stagelloù, skrafoù…) peogwir e c’hell merglañ.
E-barzh ar savadur ez eus 8 estaj ha 32 magazenn. Ur magazenn zo ul lec’h ma vez renket dielloù. Ne c’hell ket ar publik mont e-barzh. Bez e ra, e-barzh ur magazenn, etre 18 ha 20 derez ha ne vez prenestr ebet rak gant an heol hag al loar e tisliv an dielloù.
Bez ez eus salioù a-ratozh ivez evit derc’hel ar c’hartennoù, ar skritelloù.
Valentine De Feraudy CM2
D'ar gwener 06 a viz Genver e kejimp gant izili zo eus ar gompagnunezh hip hop "Chute libre". Bez e welimp anezho adarre d'ar 05 miz Meurzh war leurenn ar sal "L'hermine" e Sarzhaw, gant o version eus "Sakr an Nevez-Amzer", savet gant Igor Stravinsky, un oberenn hag he doa graet reuz da goulz he c'hinnig kentañ. Klaskomp kompren perak !
Setu derou ar film "Coco Chanel et Igor Stravinsky" savet gant Jan Kounen e 2009, diskouez a ra lod eus an arvesterien o fuloriñ da goulz taolennadur kentañ an oberenn.
Klaskomp kompren perak ! Sell bremañ ouzh korollarvest Tchaikovski "Casse-noisette" hag a oa patrom an dañs d'ar c'houlz-se.
Displeg din petra eo an disheñvelderioù a welez etre ur c'horollarvest klasel hag ar pezh en doa ar c'horollour Nijinsky, ijinet evit "Sakr an Nevez-Amzer" !
Evit da sikour e c'hellez ivez lenn an diskleriadennoù-mañ, skrivet da heul abadenn gentañ an arvest :
Igor Stravinsky : « Mais quand le rideau s’est ouvert sur des Lolitas aux longues nattes sautant dans tous les sens, l’émeute a éclaté. Une partie du public braille son indignation tandis que l’autre prend parti pour la musique et la chorégraphie qu’elle a inspirée à Nijinski."
Pierre Lalo (Le temps) : « Tout est laid, lourdement, platement et uniformément laid. Danseurs et danseurs ne s’élèvent jamais de terre, restent ramassés sur eux-mêmes, bras et jambes contractés, s’agitant avec une pesante et gauche frénésie. On se doit de faire face à l’inadmissible refus de la grâce traditionnelle ; le choix est entre civilisation et barbarie. »
Adolphe Boschot (L’Echo de Paris), évoque les danseurs : " [ils] répètent cent fois de suite le même geste : ils piétinent sur place, ils piétinent, ils piétinent et ils piétinent Couic : ils se cassent en deux et se saluent. Et ils piétinent, ils piétinent, ils piétinent Couic . »
Met adalek an deiz-se, an 29 a viz Mae 1913, e cheñcho an traoù. D'ar mare-se, ne vo diskouezet an arvest nemet eizh gwezh met ne vo ket skrivet ar sonerezh er memes mod ken : al lusk a vo ul lodenn eus an dañs hiviziken !
Ha bremañ, kae war bajenn wikipedia "Le sacre du printemps", ha kloka ar fichenn "Istor an arzoù" bet roet dit.
Le Sacre du printemps - Wikipédia
Le Sacre du printemps (en russe, Весна священная), sous-titré Tableaux de la Russie païenne en deux parties, est un ballet composé par Igor Stravinsky et chorégraphié originellem...
D'ar meurzh 15 a viz du omp bet o tañsal er studio 8. Gant Pascal, eus kompagnunezh Anne Nguyen, hon eus desket dañs hiphop, hag un tammig dañsal evel robotoù.
Da un eur hanter hon eus kemeret ar bus 5. Kerzhet hon doa 7 pe 8 munutenn evit mont d'ar studio 8. Erruet e oamp ha tennet hor boa hor botoù hag ar vantell. Ar sal a oa bras. E penn kentañ omp en em dommet : ar penn, an treid, an divskoaz...
Kroget hon eus da zeskiñ ar popping gant an daoulin hag an daouarn. Mat e oa, ne oa ket re ziaes. E-pad an dañs, François, tad Ana, en deus kemeret ouzhpenn 100 foto.
Desket hon doa ivez : ar wagenn, chom seizet, ar robot hag ar gorrekaat. Gant an traoù hon eus desket hon eus graet ur goregrafienn dre strolladoù 5 pe 6. Div skipailh hon doa graet ha ret e oa kerzhout doare popping, war gorrekaat, ha chom seizet pa lavare Pascal un dra.
D'ar gwener 18 omp bet e c'hoariva Anne de Bretagne da sellout ouzh arvest dañs ar gompagnunezh Anne Nguyen er sal vras diouzh an noz.
Tiya Baudin, CM2
D'ar meurzh 15 a viz du, er studio 8 e Gwened, hon eus graet hip-hop gant Pascal eus ar gompagnunezh Anne Nguyen. Anaelle Riou he deus degemeret ac'hanomp gant Pascal.
Aet omp er c'harr-boutin niverenn 5 evit mont er studio 8 evit ober hip-hop (popping, ar wagenn, chom seizet, ar robot hag ar gorrekaat). Tennet hon eus hor botoù a-raok ober hip-hop. Ar sonerezh a oa uhel-tre, neuze ne glevemp ket kalz Pascal.
D'ar gwener 18 a viz Du, diouzh an noz, omp bet o welet un arvest anvet "bal-exe" e lec'h ma oa Pascal o tañsal gant kalz reoù all war ur muzik klasel. Plijet en deus din kenañ, re "gool" e oa. Bez e oa lan a dud e-barzh ar sal vras e choariva Anne De Bretagne. (Ne vanke nemet daou zen eus ar c'hlas).
Ivi Laouenan (CM2)
Dec'h e oamp bet er "Ker", ar mirdi gouestlet d'an Arvorig, nevez digoret e Gwened.
Gant Malo hon eus desket ur bern traoù war istor ar metaloù hag o implij gant an dud kentañ. Lakaet ez eus bet traezh o tont eus Ploermel da deuziñ ha bet hon eus staen evel-mañ.
Lors de notre visite du "Ker", nous avons appris plein de choses sur l'utilisation des métaux par les premiers hommes.