Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
15 février 2013 5 15 /02 /février /2013 14:45

                          War ma enezenn

Ne welan ket pesked nij

Nag ur c'hoari  a blijfe din

Gwall bell on diouzh al loar

Ha kement diouzh an douar

War ma enezenn, ne glevan ket

Huchadennoù ar vugale

Met brav eo ma enezenn

Hag ne cheñchin ket anezhi .

 

Tilio

 

                                  Barzh an tank

 

Ne welan ket ma enebourien

Oc'h hejañ ur banniel gwenn

Gwall bell on diouzh ma zi

ha kement diouzh ma c'hi

Barzh an tank ne glevan ket

An enebourien oc'h aspediñ

evit nompas vervel

Met er-maez e klevan mat an avel

hag an enebourien o vervel.

                                 Ehoarn.
Partager cet article
Repost0

commentaires

Kinnig

  • : Le blog de Lamponed Gwened
  • : Buhez klas CM Skol Diwan Gwened
  • Contact

Klask

Dielloù

Rummadoù