Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
13 mai 2011 5 13 /05 /mai /2011 09:59

S7302304.JPGBet omp o welet ur "cabinet de curiosité". Ijinet e oa bet etre ar 16vet kantved hag an 18vet kantved : ur sal eo ma ez eus kalz a draoù rouez, renket e armelioù, o tont eus ar c'hevandirioù all. Bez ez eus tri rummad : traoù eus an douar,an aer hag ar mor. Bez e oa  loened plouzet, amprevaned sec'het, kregin, korfoù eskern, fosiloù met ivez traoù ijinet evel gwad aerouant sec'het. E-barzh an hini hon eus gwelet e oa : ur c'hlopenn morlaer eus Bro-Sina, korfoù eskern, balafenned, amprevaned...

S7302308

(Nann, nann, n'eo ket restachoù ur bugel lakaet e armel Gaëtan !)

Partager cet article
Repost0
21 avril 2011 4 21 /04 /avril /2011 12:17

Bet omp o weladenniñ sal ar sonerezhioù a-vremañ hag o sealou un abadenn sonerezh rock a oa pedagogel-tre (met ya !). Un abardaevezh a glote gant istor an arzoù !

Nous sommes allés visiter l'Echo Nova, salle des musiques actuelles et écouter un concert rock qui était très pédagogique (mais oui !). Un après-midi consacré à l'histoire des arts !

 

An Echo nova a zo e Sant-Teve. Ur sal sonerezh eo. Bez ez eus 5 studio evit ar strolladoù sonerezh. S7302226.JPGS7302227.JPG

Bez e c’hellont degas o binvioù, met taboulinoù a zo dija war al lec’h. War ar mogerioù ez eus boestoù evit sunañ ar son ha ne rafe ket re a drouz. Bez ez eus un daol evit enrollañ ha gallout a reer kemmeskañ 28 son er memes amzer.

S7302228.JPGS7302230.JPG

Bet omp « backstage » (a-dreñv al leurenn). Du-se ez eus ar « catering », ur sal evit degemer ar sonerien, gallout a reont debriñ ha sellout ouzh ar skinwel evit gouzout ar pezh a c’hoarvez war al leurenn. Bez ez eus ivez div logell gant ur melezour bras, ur yenerez, ur strinkadenn. Goude omp bet « backline », al lec’h ma vez diskarget ar binvioù, ar malizennoù hag all. Moged a oa evit gwelout mat ar gouleier er sal.

S7302231.JPGS7302234.JPG

 

Bet omp o welout The Wackids World tour ! seniñ a reont kanaouennoù rock anavezet. Bez ez eus ur wackid melen anvet Blowmaster, unan ruz : Bongostar, hag unan glas anvet Speedfinger.  Goude pep kanaouenn e oa un ehan evit kaout displegadennoù ha goulennoù. Desket hon eus petra eo ar “Modjo” (ur galloud-hud evit sachañ ar merc’hed), sin kerniel an diaoul, anvioù evel Ray Charles, The Beatles, The Rolling Stones. Awena zo bet war al leurenn peogwir he doa respontet mat d’ar goulennoù. O yeahhh !!!!

S7302239.JPGS7302261.JPG

 

 

 

 

Ma fell deoc'h selaou lod eus an tonioù bet klevet ganeomp !

Partager cet article
Repost0
21 avril 2011 4 21 /04 /avril /2011 12:10

S7302208.JPG

D’ar 14 a viz ebrel 2011 omp bet e enezenn Arzh gant kelennerien ha kasourien ar skolaj Diwan evit klask un teñzor. Ret e oa deomp kavout tiez ha panelloù bet luc’hskeudennet, bez hor boa ivez da respont da c’houlennoù zo, da sevel ur barzhoneg war ar mor. Graet hon eus 6 strollad. Debret hon eus ur pik-nik. Kemeret hon eus ar vag e ti-gar-mor Gwened. Plijus e oa. Ur filaj a oa da eizh eur noz.

D’ar gwener 15 hon eus gweladennet ar skolaj gant ar renerez. Debret hon eus da greisteiz. Graet hon eus istor ha geografiezh gant kelennerez ar skolaj ha brezhoneg gant kelenner ar re 5vet. Graet hon eus sport war ar porzh gant ar re 6vet A ha B.

Partager cet article
Repost0
7 avril 2011 4 07 /04 /avril /2011 11:44

S7302129.JPGS7302133

 

An abadennoù bageal o deus  kroget d'ar gwener  01 /04 etre 1h30 ha 16h30.

Pifou eo mestr bageal ar re CM1.

Kristof eo mestr-bageal evit ar re CM2.

Optimist a ra ar CM1 ha catamaran ar re CM2. Kalz a avel a oa, ar vugale a rae optimist n'o deus ket gallet lakaat al lien. graet hon eus ur c'hoari, ret e oa datum bolotennoù tennis hag adreiñ anezho en ur lavarout peseurt pesked a vev er pleg-mor. Evit an abadenn diwezhañ, d'ar 27 a viz Mae e krogimp da 9 eur evit echuiñ da 4 eur hanter. Debret e vo ur pik-nik war un enezenn.

 

 S7302134.JPGS7302169

Partager cet article
Repost0
5 avril 2011 2 05 /04 /avril /2011 15:27

Deuet eo Andrea deus Radio Bro gwened da atersiñ skolidi ar c'hlas an endervezh-mañ a-zivout ar pezh a reont er c'hlas. Tro o deus bet dre strolladoù bihan da zisplegañ ar pezh o doa graet pe gwelet en devezhioù kent. Dedennet e oa Andrea gant ar pennadoù he doa lennet war ar blog pe e Taboulin.

 

                                   S7302183.JPG

Partager cet article
Repost0
5 avril 2011 2 05 /04 /avril /2011 00:00

Diwar intrudu Nikolaz, stajiad Kelenn, hon eus kroget da studiañ ar gwerzioù, ha goude bezañ lennet "Gwerz an Titanic" hon eus savet dre stollad gwerzioù a -zivout darvoudoù bras.

 

Setu m'eo bet c'hoarvezet

Ul labour divent ha kalet

Unan eus ar seurt n'hon eus ket

Gwelet a bell zo dre ar bed.

 

Savet eo bet ar voger vras

Brasañ labour bet graet biskoazh

Redek a ra a-hed 4000 km

Eus Mor Sina da Vro-Dibet.

 

Ha neuze e voe labouret

Gant an aon bezañ aloubet

Gant tud drouk evit amezeien

Hag an holl a soñje enne. 

 

Bezañ gwarezet mat ganti

Setu menoz an impalaer

E anv a oa Che-Houang-Ti

"Un hudour"a lavarer. 

 

Savet e voe ar voger vras

Gant tammoù kestell bras

E-kichen Mor Sina e krogas

E bro Dibet e echuas.

 

Neuze e karge al labourerien

Div baner ouzh ur walienn

Hag o choukañ ar pri gant o zreid

En ur glemichal bep metr.

 

Pa veze echu ul lodennad

E veze staliet ' un degad gward

Kreñvlec'hioù bep 1600 metr

Ha bep 200m, tourioù-ged.

 

A viz da viz, a vloaz da vloaz

E yae war-raok ar chanter bras

Hag e yae al labourioù

A-dreuz ar menezioù hag ar stêrioù.

 

Pegeit e voent o labourat

Diaes eo da gavout moarvat

Efedus ' voe ar voger vras

Eus an amezeien e viras.

 

Ul lodenn nemeti eus ar voger vras

A c'haller gwelet hiziv an deiz allaz 

Kreñv eo bet ar voger vras hogen

Kreñvoc'h c'hoazh eo an amzer o tremen.

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0
4 avril 2011 1 04 /04 /avril /2011 14:11

Setu c'hoarvezet adarre

Un darvoud spontus didruez

Unan eus ar seurt n'hon eus ket

Gwelet a bell zo dre ar bed.

 

D'ar 16 a viz Gouere 1945,

En un dezerzh er Stadoù-Unanet

D'an abardez  zo bet tarzhet

Ar c'hentañ bombezenn nukleel.

 

Ar c'hentañ esae e oa

eus an arm spontusañ

Oa bet savet gant mab-den

Seizh bloaz labour gant skiantourien.

 

Ret e oa hastañ tenn

Evit sevel ar vombezenn

A-raok ma vefe an tu ivez

d'hen ober gant Hitler.

 

Ret e oa echuiñ ar brezel,

dindan berr amzer diskouez d'ar bed

Kreñvder ar Stadoù Unanet

Ar stourm 'enep Japan 'badfe ket pell.

 

Ha d'ar 6 a viz eost, souden

E voe distrujet penn-da-benn

Ker Nagasaki  hag Hiroshima

Pebezh glac'har, spontus e oa

 

13 den a oa en nijadenn

Gant 17 eilenn dale tamm-pe-damm

e oa bet laosket ar vombezenn

Da ziskenn war-bouez un harz-lamm.

 

Nijet un tammig pelloc'h e oa ar skipailh

Pa wel ul luc'hedenn vras 'vel ur spontailh

Hag ar pezh kapell touseg ramz

o sevel en oabl ruz-flamm

 

Ha kantadoù a viliadoù a dud

a voe lazhet, pebezh gwallvrud

Ar vombezenn a-benn ar fin

A voe evit an holl ur sin.

 

Diskouezet he doa ar vombezenn

Pegen kreñv he  galloud dispenn

Mil gwech kreñvoc'h eo bremañ

'r bombezennoù savet amañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0
31 mars 2011 4 31 /03 /mars /2011 16:31

D'al lun 28 a viz meurzh omp bet o teskiñ talvoudegezh ar pannelloù-hent ha penaos en em zerc'hel ekêr war velo gant surentez an hent. Goude hon eus bet da respont ouzh goulennoù. an hini gentañ e CM2 zo bet Ninnog gant 24 poent diwar tregont, met an hini barrekañ a zo bet Fabian gant 25,5 poent ! (1 poent nebeutoc'h eget Gaëtan, trec'het gant Nikolaz, ar stajiad en deus bet 27 poent !!!). Ha c'hwi, petra ho pefe respontet da skouer ?

 

S7302126-copie-1.JPG

 

- Tremen a ra ar marc'hhouarner hep gorrekaat rak dezhañ eo da dremen da gentañ.

- Chom a ra ar marc'hhouarner a-sav hag e laosk ar sammgarr da dremen rak tevoc'h egetañ eo.

- Tremen a ra ar marc'houarner dirak ar sammgarr en ur vezañ prest da chom a-sav.

- Herraat a ra ar marc'hhouarner evit pellaat ar buanañ posupl diouzh ar c'hroazhent.

 

 S7302127

 

- Riskloù zo e skofe ar marc'houarner gant dor ur c'harr-tan.

- Ret eo dezhañ diwall rak ar c'hirri-tan a c'hellfe loc'hañ

- Gwelloc'h e vefe dezhañ pellat un tammig diouzh ar c'hirri.

- N'en deus ket da deurel evezh ouzh an dremenidi war ar riblenn.

Partager cet article
Repost0
24 mars 2011 4 24 /03 /mars /2011 14:05

Er mare-mañ e tegemeromp er c'hlas Nikolaz, stajiad Kelenn. Kinniget en deus ur gontadenn a vro-Norvegia deomp, "Pariadenn Askeladden", ha goulennet diganeomp ijinañ heuliadenn an istor pa lavar an troll da Askeladden e lazho anezhañ ma troc'h gwez. Setu meur a destenn savet ganeomp.

 

 

- Ket, a respontas askeladden.

- Ket ? Perak ?

- Sell, me zo ken kreñv ha te ! (Hag e kemeras an tamm fourmaj en ur lavarout e oa ur maen hag e stardas kreñv). sell, gouest on da lakaat mein da deuziñ."

An troll a oa o fumiñ. Grrrr... !

Aon en doa Askelodden met e kemeras ul lamp chakod hag e enaouas war penn an troll... met ne oa ket mui piloù. an troll a huche : "Ha, ha, ha, n'az peus ket mui piloù". Aon en doa Askelodden met chomet e oa difrom. Graet en deus un dro-gamm d'an troll : tapet en deus un aerouant, e lazhet en deus, lakaet en deus spisoù e-barzh ha gwriet en deus. an troll a erruas hag e lavaras : "Menam, menam, me a gav mat an erevent." Debret en deus an aerouant, met goude e rae poan d'e stomok. Mont a reas er stêr vras hag e evas tout ar stêr. div vunutenn goude e tarzhas an troll gant an dour. Tro-gamm Askeladden a oa aet en-dro.

 

Awena

 

Kemer a reas an troll ur sapinenn vras hag e vannas anezhi ouzh Askeladden met eñ a rede buan-kenañ hag aet e oa da guzhat en ur vougev. Goude ur pennad e kavas an troll Askeladden. C'hoant en doa Askeladden da vont kuit met ne c'helle ket peogwir e oa an troll dirak dor ar vougev. En em soñjal a reas Askeladden hag e sellas e pep lec'h e-pad 20 munutenn. Goude ur pennad e welas un toull hag e verzas e oa tost an heol o sevel. Gervel a reas Askeladden an troll hag e vannas ar fourmaj er-maez ar vougev, dirak e fri. An troll a grogas da zebriñ hep gwelout an heol o tont hag e tarzhas a-daol trumm. Buan ez eas askeladden kuit.

 

Erwan

 

 

S7302122 Tresadenn gant Mael

Partager cet article
Repost0
22 mars 2011 2 22 /03 /mars /2011 15:05

Gant Choupi Moisan hon eus graet (Mael, Gwendal, Awena, Enora, Amandine, Riwana, Bleuenn, Fabian) ul levr etre miz Genver ha miz C'hwevrer da vare kreisteiz. Kemeret hon eus ur mizvezh evit ober an tresadennoù.

S7302110.JPGS7302111.JPGS7302112

Penaos hon eus graet evit sevel al levr :

 

- Ni hon eus kemeret un tamm kartoñs.

- Kemeret hon eus tammoù paper evit ober al loened.

- Evit ober ar bezhin hon eus kemeret tammoù kartoñs ha plakennoù e gwer. 

- Goude hon eus lakaet livaj war ar c'hartoñs ha pouezet hon eus war ar follenn.

- War ar bezhin hon eus lakaet al loened.

- Evit ober ar mor hon eus lakaet livaj gant dour.

- Goude hon eus dispozet ar follennoù kartoñs evit sevel al levr.

- Choupi he deus staget ar follennoù kartoñs hag he deus graet ar golo.

- Sevel a raimp an destenn.

 

 S7302113S7302114S7302115.JPG

Petra eo istor al levr :

 

Ur wech e oa ur bern pesked ruz nemet e oa ur pesk du. Un deiz, ur pesk bras en deus debret an holl besked ruz a oa gantañ. Ar pesk du a veaj e-barzh ar mor hag e kav pesked a bep seurt : ur silienn, ul legestr, morgaol, hag er fin e kav ur vandennad pesked ruz. treveziñ a reont ur pesk bras asamblez hag ar pesked bras all o deus aon.

 

S7302116.JPGS7302117.JPG

Partager cet article
Repost0

Kinnig

  • : Le blog de Lamponed Gwened
  • : Buhez klas CM Skol Diwan Gwened
  • Contact

Klask

Dielloù

Rummadoù