Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
26 avril 2012 4 26 /04 /avril /2012 18:31

Evel bep bloaz eo bet ar re CM2 e-pad daou zevezh o tizoleiñ skolaj Diwan ar Mor-bihan. An deiz kentañ a oa gouestlet d'al liammoù CM2-6vet evit ma rafent muioc'h a anaoudegezh. Ha setu ar vugale rannet e strolladoù 10 ( paotred ha merc'hed, CM2 ha c'hwec'hvetidi kemmesket) evit klask un teñzor war enezenn Arzh. Ur gaer a bourmenadenn (ouzhpenn 10 km) o klask spisverkoù a-benn gouzout pelec'h e oa. Dre vras omp tremenet etre an takennoù ha kousket e vo mat diouzh noz !

P1210391 P1210386

P1210387 P1210393

P1210384 P1210390

Partager cet article
Repost0
2 avril 2012 1 02 /04 /avril /2012 17:54

Bras eo bet an dispit goude ma ne vefe ket deuet ar c'harr-boutin da gerc'hat ac'hanomp evit hon abadenn vageal gentañ. Gant piv ar fazi ? den ne oar evit poent, war o flanning e oamp mat enskrivet ha d'ar greizenn eo da gelaouiñS7303021 servijoù all a c'hourc'hemenn ar c'harr-boutin.

Ne vern ! Anat e oa memestra e vefe bet diaes adkregiñ gant al labour. Setu neuze deuet ar soñj d'ober ur bourmenadenn vras (5 kilometrad memestra !) oc'h heuliañ glannoù al Lizieg, evit mont betek mougev Jean II. Ur bourmenadenn dianav d'ar vugale e oa ha plijet eo bet an holl. Profitet ez eus bet evit klask roudoù loened er c'hoad. Gallout a raio ivez servij evit ar wenodenn heñchet hon eus da genaozañ gant ti an natur. (Ha trugarez da Marcel, tad Mael, evit an dour). Bremañ, ma ne ouezit ket petra ober goude ar skol e anavez ar vugale ur bourmenadenn vrav nepell.

 

S7303022La déception fut énorme lorsqu'on a appris que le bus qui devait nous transporter au centre nautique (pour notre première séance de voile) nous avait oubliés. A qui la faute ? Nous étions bien inscrits sur le planning mais l'info n'est pas passée entre les différents intermédiaires. Qu'importe ! Mais il était évident qu'il serait bien difficile d'attaquer de front l'accord du participe passé avec l'auxiliaire avoir lorsque le COD se trouve devant le verbe, avec des troupes si démotivées !

Nous voici donc partis pour une longue promenade (5 km au total tout deS7303037 même !) le long des rives du Lizieg, la rivière qui passe près de l'école. Ceci nous donna l'occasion de chercher des traces laissées par les animaux, et de préparer l'itinéraire de randonnée pédestre que nous devons réaliser en collaboration avec la maison de la nature. Si vous ne connaissez pas encore cette promenade, laissez vous guider par vos enfants ! Et merci à Marcel, le papa de Mael, pour la halte désaltérante.

S7303031S7303045

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

  

S7303036

 

Luc'hskeudennoù all a zo en albom, d'autres photos dans l'album "Tro dro ar skol"

Partager cet article
Repost0
2 avril 2012 1 02 /04 /avril /2012 17:00

Perzhioù

 

Un evn bihan eo etre 12 ha 13,5 cm e hirder hag etre 8 ha 12 gramm e bouez.

Kentoc'h dilufr eo e liv gant roudennoù du war c'horre ha gwenn war e gof.

Ne vez ket merzet en natur.

Ul lost reut en deus a sikour anezhañ d'en em zerc'hel.

Ur pikos hir en deus, troet war an douar.

 

Reol voued

 

Debriñ a ra ar c'hraperig kevnid hag amprevaned bihan.

Kavout a ra anezho dindan rusk ar gwez.

 

Padelezh e vuhez

 

Gallout a ra bevañ 9 bloavezh.

 

Ar parañ

 

6 vi a c'hell bezañ dozvet.

Ar re vihan a vez ganet en hañv.

Gwenn eo ar vioù gant tarchoù gell.

Seul vuioc'h eo bras ar vioù, seul vuioc'h ez eus a darchoù.

 

Lec'h-bevañ hag annez

 

Ar c'hraperig-liorzh a blij dezhañ al lec'hioù gant gwez deliaouek.

Gwelet e vezont e parkoù, liorzhoù ha koadoù.  

 

 

 

LE GRIMPEREAU DES JARDINS

 

 

Caractéristiques

 

C'est un petit oiseau de 12 à 13,5 cm de longueur pour un poids de 8à 12 grammes.

Il a la couleur plutôt terne avec des rayures brunes sur le dessus et blanches sur le dessous. Il passe inaperçu dans la nature.

Il a une queue raide qui l'aide à se maintenir.

Il a un long bec incurvé vers le bas.

 

 

Régime alimentaire

 

Les grimpereaux mangent les araignées et petits insectes. Ils les trouvent sous les écorces des arbres.

 

Longévité

 

Il peut vivre neuf ans.

 

Reproduction

 

La ponte comporte jusqu'à 6 oeufs. Les oisillons naissent en été.

Les oeufs sont blancs avec des taches marron-beige.

Plus les oeufs grossissent, plus il y a de taches.

 

Répartition et habitat

 

Les grimpereaux préfèrent les zones plantées de feuillus.

On les rencontre dans les parcs, les jardins, les vergers et les forêts...

 

 

Partager cet article
Repost0
26 mars 2012 1 26 /03 /mars /2012 11:29

Setu meur a bennad savet gant ar skolidi, da heul an tiez-neizhañ savet ganto. Savet o deus ivez ur romant-foto gant skeudennoù alc'hwezet ha klogorennoù, (ul labour mat evit ar B2I) evit sevel skritelloù a vo diskouezet war ar porzh-mor da goulz dibenn-sizhun an diorren padus.

 

Voici plusieurs articles écrits par vos chères têtes blondes (ou brunes...) à la suite de la construction des nichoirs. ils ont aussi réalisé par équipes un roman-photo décrivant les différentes étapes de cette construction. Légender une photo, y ajouter des bulles, était un bon exercice pour le brevet informatique et internet. Tout celà sera exposé sur le port de Vannes durant le week-end du développement durable.

 

Al logod-dall

 

 

Morfologiezh

 

Al logodenn-dall he deus dent kigdebrer, n'he deus ket blev war he divaskell met blev a zo war he c'horf.Ur galon vras he deus evit kas ar gwad pa nij. Gell eo blev kof al logodenn-dall.

 

hirder: 6 - 8,5 cm

ledandezh:18 - 23 cm

pouez: 4 - 8 g

 

Al logod-dall vihanañ e Europa eo al logodennig-penndall.

 

Reol voued

 

Debriñ a ra al logod-dall fubu, c'hwibu ha balafenned-noz, tapet ganto e-kichen ar postoù-lamp-kêr diouzh an noz.

 

Efedus-tre eo o zeknik chase ha gallout a reont nijal meur a gilometrad evit kavout o boued.

Chaseal a reont gant dreist-sonioù a implijont evit en em ziblas hep implijout o daoulagad. Deus o c'horzailhenn e teu an dreist-sonioù.

 

Ar parañ

 

Parañ a reont en dilost-hañv hag en Nevez-Amzer. Ganet e vez unan pe ziv vihan e miz gouere. Gallout a reont bevañ 16 vloaz.

  

 

 

 

LES CHAUVES-SOURIS

 

 

Morphologie

 

La chauve-souris a une denture de carnivore, elle n'a pas de poils sur les ailes contrairement au corps. Elle a un gros coeur qui assure la circulation très intense pendant le vol. Le pelage du ventre de la chauve-souris est marron.            

Longueur totale: 6 - 8,5cm.

Envergure : 18-23cm.

Poids : 4-8 g.

Les pipistrelles sont les plus petites chauves-souris d'Europe.

 

Régime alimentaire

 

Les chauves-souris se nourrissent de moustiques de moucherons et de papillons de nuit, qu'elles attrapent près des lampadaires le soir.

Leur technique de chasse est très efficace et elles peuvent parcourir des distances de plusieurs kilomètres pour trouver une source de nourriture.

Elles chassent grâce à des ultra-sons faits pour se déplacer sans utiliser les yeux, les ondes sont émises par le larynx.

            

La reproduction

 

Elles s'accouplent en automne et au printemps, les femelles mettent bas 1 ou 2 petits en juillet.

Elles peuvent vivre jusqu'à 16 ans.

 

 

 



AR RULOSTEG

 

Neuz ar par

Ar par en deus pluñv du-louet gant ur gabell louet hag un tarch gwenn war an askell.Ar c’hof eo lodenn deñvalañ e gorf. Ar rulosteg du en deus al lost orañjez evel ur vrikenn, traoñ ar c’horf hag ar belost rouz. Begek-tre eo ar pikos ; an daoulagad, ar pavioù hag ar bizied a zo du.

Neuz ar barez

Dilufroc’h eget ar par eo ar barez gant pluñv du-louet. N’eus ket a liv rouz enni. He bruched zo louet.

Padelezh e vuhez

Gallout a ra bevañ etre 8 ha 10 vloaz.

Reol-voued

Debriñ a ra amprevaned, klask a ra e voued e-kichen ar c’hreier hag ar puñsoù.

Neizhañ

Kregiñ a ra da sevel e neizh e miz Meurzh. Dozviñ a ra div pe deir gwezh er bloaz hag e tiskro da sevel e neizh bep bloaz er memes lec’h. Dozviñ a ra ar barez war-dro 5 vi gwenn ; a-wechoù gant tarchoù du-mergl a ra 20 mm hirder. Goriñ a ra anezho 13 pe 14 devezh.

LE ROUGEQUEUE

                                         

 

L'aspect du mâle

 

Le mâle a le plumage gris-noirâtre avec la calotte grise, avec une tache blanche sur l'aile. La poitrine est la partie la plus foncée de son corps.

Le rougequeue noir a la queue orange brique, les sous-codales et le croupion roux. Le bec est très pointu, les yeux, les pattes et les doigts sont noirs.

 

L'aspect de la femelle

 

La femelle est plus terne que le mâle avec un plumage uniforme gris brun cendré. Le roux est inexistant chez elle. sa poitrine est grisâtre.   

 

La longévité

 

Le rougequeue noir peut vivre jusqu'a 8 ans, 10ans au maximum.

 

Régime alimentaire

 

Il est insectivore et ses terrains de chasse préférés se situent aux alentours des étables et des puits.

 

Nidification

 

Il commence à construire son nid en mars. Le rougequeue produit deux à trois couvées par an, et revient nicher chaque année au même endroit.

La femelle pond environ cinq oeufs blanc et parfois parsemés de taches brun-rouille d'environ 20 mm de long qu'elle va couver pendant 13, 14 jours.          

 

 

  

Partager cet article
Repost0
9 mars 2012 5 09 /03 /mars /2012 11:53

Setu eil rummad skridoù ar vugale !

 

« Deuit, deuit da brenañ ! 15 euro an tri fezh arc’hant kozh : unan a oa da Vonaparte, unan eus 1930 hag an hini all eus 1980 a oa da Jiscard, ne vez ket mui kavet seurt traoù e foarioù an traoù kozh. Prenit ar gasketenn-mañ he deus graet tro Bro-Spagn, ha banniel Breizh, tout evit 15 euro ! Mui ur volotenn foot a oa da Zidane, evit 15 euro. N’eo ket ker, hag ivez ho po ur “mad da brenañ” eus 4,50 euro. E-barzh ur foar all e vefe lavaret 30euro an holl draoù-se, ha ne vefe ket eus ar “mad da brenañ” !

 

“- Mammig, c’hoant ‘m eus ar volotenn hag ar gasketenn !

-          Ket, re ger eo !

-          Mar plij, mammig ! Renkañ a rin ma c’hambr , mar plij, mar plij !

-          Ket, re ger eo ! Me ‘m eus dija lavaret ket !

 

 

Mael Lavoue CM2

 

Er gêr

 

-          Mammig, gallout a ran mont  da foar an traoù kozh evit prenañ traoù ?

-          Ya, evel just, met goulenn digant tadig mont ganit.

-          Ya. Tadig, gallout a rez dont ganin da foar an troù kozh ?

-          Ya, evel just, met petra he deus lâret mammig ?

-          Lâret he deus ya, met lâret he deus ivez eo ret dit dont ganin.

-          -Ya, bon, deomp dezhi !

-          Ya, met mammig n’he deus ket roet arc’hant !

-          N’eo ket grevus, 250 euro a zo ganin em eus bet gant ma labour.

 

E foar an traoù kozh

 

-          Tadig, ur razh-indez a zo, gallout a ran kaout anezhañ ?

-          Ya, met pegement e koust ?

-          25 euro.

-          Ya, mat eo.

-          Trugarez tadig, peseurt anv a vo roet dezhañ ?

-          A Ya ?!

-          Anvet e vo « diesel » !

-          Ya, ma karez.

 

Er gêr

 

-          Mammig ! Mammig ! Tadig en deus prenet ur razh-indez din.

-          N’eo ket posupl, n’eo ket gwir ! Met an arc’hant am boa roet dit a oa evit prenañ traoù mat !

-          Met n’az peus ket roet arc’hant din. Trugarez tadig !

 

 

Bleuenn Allehaux CM2

 

Foar an dra bennak 1

 

« O ! Nanarzh ma mignonez eo ! Prenañ a ran anezhañ pe ne ran ket ? » a soñj Yannig, ur paotr 10 vloaz.. « Ale, 5 euro, n’eo ket kêr. Ket, ne gemeran ket. O, sell : kazh ma mignonez eo ! Hag amañ, ur gornigell Beyblade ! Hag aze, an dastumadeg Naruto evit 10 euro. Ale, kemer a ran, pegement a zo e-barzh ma dougen-moneiz ? Nemet 1 euro ! Hag aze ur foto eus ar « pont-transbordeur » e Rochefort, hag ur foto eus « L »arc de triomphe » hag «an « Tour Eiffel ». Penaos ober ?

 

Foar an dra bennak 2

 

-          Mamm, mamm, te a c’hell prestiñ arc’hant din evit kemer traoù mar plij ? Rezteurel a rin ac’hanout.

-          Ya, setu 20 euro, ne gollez ket an arc’hant, heñ !

-          Ya, ya ,mamm.

(Yannig zo o vont war stand ar c’hartennoù Naruto)

-          Pegement eo an dastumadeg ?

-          10 euro, mar plij.

-          Setu, kenavo.

(Hag eñ o vont da stand ar gornigell Beyblade).

-          5 euro, mar plij.

-          Setu, kenavo.

(Hag eñ o vont da gemer an tri foto)

-          Pegement eo an tri foto ?

-          An holl fotoioù en un taol ? Euh, 5 euro.

-          Kemer a ran tout. Setu. Kenavo.

 

Foar an dra bennak 3

 

Setu Yannig o sevel ur stand : « Deuit ! Deuit ! Amañ ez eus an dastumadeg kartennoù Naruto, ur gornigell beyblade ha 3 foto eus ar « pont-transbordeur”,  « l’arc de triomphe » hag an « Tour Eiffel ». E stand n’en deus ket padet un eurvezh.

 

Diouzh an noz

 

“Pet a arc’hant am eus ? 50 euro ! Gounezet em eus el loto pe betra !

 

 

Enora Le Maux, CM1

 

O, nann !

 

Ur mintin gant heol tomm ha koumoul gwenn e oan dihunet o soñjal e vefe brav an devezh, met, ur wech savet, em boa gwelet ur skritell. Lakaet e oa warni : « Foar an traoù kozh d’ar sadorn 12 ! » O ket, n’eo ket gwir, me zo sur ne vo netra mat da brenañ hag e vo ret din mont.

 

 

Ur wech erruet e soñjan : « Pfff, n’eus nemet traoù kozh amañ. Met petra a welan ? Krampouezh ! Lavarout a ran : “Mammig, mar plij, gallout a rez prenañ unan din ?

- Ya, ma ‘peus c’hoant, kemer un tamm arc’hant”, a respont ma mamm. Mont a ran da brenañ unan met : « Digarez, met n’eus ket mui toaz » eme ur plac’h. O nann ! Evit ur wech m’am boa kavet un dra vat !!!

 

 

Maelig Le Guevel CM1

 

« Mammig, mammig, a lavar ur plac’hig.

- Petra ‘zo ? a lavar ar vamm.

- Perak ‘peus lakaet ma nanarzh da werzhañ ? »

Ar plac’hig a zo o leñvañ spontus. Fachet eo ouzh he mamm.

“Met kozh e oa da nanarzh !

-Ya, met ma nanarzh eo. Perak pas ar re all ? perak hemañ ?”

Ur bern tud a sell ouzh an nanarzh kozh.

“Sell, ur bern tud a zo o sellout ouzh da nanarzh kozh.

- Ya, met n’em eus ket c’hoant d’ e werzhañ, a glemmich ar plac’h.

“Demat, pegement e koust an nanarzh ? a c’houlenn un den.

- 3 euro e koust ha 5 euro ma kemerit an daou nanarzh ! a respont ar vamm.

- Kemeret e vo an daou, setu 5 euro”, a lavar an den.

N’emañ ket amañ ar plac’hig p’he deus ar vamm gwerzhet an nanarzh. Pa erru ar plac’h ha pa wel n’emañ ket mui an nanarzh aze e leñv adarre.

“Mammig ! mammig ! Perak ‘peus gwerzhet ma nanarzh kozh ?”

Trist eo ar plac’hig.

“Mammig, emaon o vont da adkavout ma nanarzh kozh !”

Mont a ra ar plac’hig da glask e nanarzh e alezioù foar an traoù kozh. Gwelout a ra e nanarzh ; an den, ur gwerzhour, en deus adlakaet e nanarzh e gwerzh da 10 euro. Mont a ra da welout he mamm hag e kont tout ar pezh he deus gwelet. Bremañ e ya gant he mamm da welout ar gwerzhour.

Ar vamm a lavar d’ar gwerzhour : “Pegement e koust an nanarzh-mañ em eus gwerzhet deoc’h ?

- 10 euro e koust.

- N’ho peus ket mezh ! Adprenañ a ran anezhañ memestra evit ma merc’h ken trist.

Adkavet he deus ar plac’hig he nanarzh kozh hag echu eo.

 

 

Erell Chauveau, CM1

 

 

 

 

Nul eo mont  da foar an traoù kozh…

 

 

“Nul eo mont da foar an traoù kozh, n’ez in ket !!!” eme Tom, ur paotrig nav vloaz. “ Arest d’ober ar babig, e giz-se eo, e giz-se emañ !!! »  a respont ar vamm. « Pffff ! nul eo ! »

 

Ar vamm, Marie-Jeanne, he doa ezhomm da werzhañ c’hoarioù a bep seurt, re vras e oa deuet da vezañ e vab, met Tom ne blije ket dezhañ mont. Met e giz-se emañ !

 

Pa oa erruet e foar an traoù kozh e oa ur bern tud. Unan a werzhe kartennoù, unan all a werzhe dilhad, hag all hag all… 

“Mamm, c’hoant em eus prenañ ar c’hoari-mañ, aze ! Mar plij, evit c’hoari e-pad an devezh.

-Nann, chom sioul ha setu tout ma mab. Ale, m’az peus c’hoant, gra ur bourmenadenn. Ale, kae !

-A-du. Ur soñj a zo deuet din.

- Kae neuze, ken bremaik. »

 

Kavet en deus Tom ur c’hoari mat-tre. Hag amañ unan all ! hag aze, unan all adarre. Evit ur wech eo mat, a soñj Tom. “Oh ! Petra eo se ? un D.S. ! c’hoant ‘m eus e brenañ ». Ar paotrig a red, a red. Erruout a ra hag e lavar d’ e vamm : « Pegement az peus bet evit poent ?

- Bet em eus 300 euro betek-henn, petra az peus c’hoant, ma mab ?

- Un D.S. mar plij. Mammig, te a c’hell prenañ anezhañ ?

- Pegement eo da D.S ?

- 250 euro eo, gallout a ran ?

- ya Tom, kae met na gollez ket an arc’hant, diwall !

-Ya, ya, me ‘oar.”

 

Tom a red, a red c’hoazh hag a bren an D.S. met 210 euro e oa. An oadour a ro ar moneiz hag e chom 40 euro.

“Ur c’hoari D.S a goust 10 euro, ma faotrig, petra az peus c’hoant c’hoazh ?

-Euh, euh… Ur c’hoari D.S ‘m eus c’hoant ; ar c’hoari D.S. Mario Kart 7, hag ar c’hoari Mario sonic c’hoarioù olimpek. Se ‘ ra 2 c’hoari hag e prenan an daou-mañ ivez. »

Kontant-tout e ya Tom da welet e vamm hag e kont e brenadenn. « Mat, a respont ar vamm, chom a ran da werzhañ betek 18e30 ha 6 eur nemet kard eo, c’hoari un tamm D.S betek ar fin.

 

Ha Tom ha c’hoari. « waoow ! Mat-tre eo ! ». Hag e c’hoari, hag e c’hoari. Met Tom a wel ur paotr o pourmen a-dreñv dezhañ, dirak, a-gleiz, a-zehou hag, en un taol, e laer ar paotr e c’hoarioù. Fachet-ruz eo Tom. Redek ha redek a ra evit adtapout e c’hoarioù met al laer n’emañ ket mui amañ. “Mmmm, pelec’h eo aet kuit evit c’hoari gant ma c’hoarioù D.S. ? A! Me ‘oar ! Gwelet em eus pelec’h emañ : dindan daol ur marc’hadour emañ; e dad sur-a-walc’h ! Bon !”

 

Mont a ra Tom da welout tad ar paotr.

“Euh, euh, aotroù marc’hadour, ho paotr en deus kemeret ma c’hoarioù D.S..

- Petra ? Matisse ! N’em boa ket lavaret dit dija ne vez ket laeret !”

An aotroù a gemer e vab, a denn ar c’hoarioù diouzh e zaouarn, hag e ro ur feskennad dezhañ.

“18e30 eo, a huch Tom, buan, ret eo din mont gant mammig, er gêr emañ o vont en-dro.”

 

Ar buanañ posupl e red Tom hag e ya en oto.

“Mat e oa foar an traoù kozh ?

- Ya, mat-tre e oa ! C’hoant em eus mont ar wech a zeu !”

 

 

Ehoarn Thiellement CM1

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0
6 mars 2012 2 06 /03 /mars /2012 17:43

Gant ar gevredigezh "Association bretonne" eus Redon eo kinniget ur genstrivadeg danevelloù, "Marc'hadoù an traoù kozh" he zem. divizet ez eus bet kemer perzh. Setu neuze ar skridoù kentañ. N'int ket peurlipet met berr omp gant an amzer !

 

L'association "Association bretonne" de Redon propose un concours de textes en breton, ayant pour thème "Brocantes et vide-greniers". Nous avons décidé d'y participer, voici donc les premiers écrits. Ils pourraient encore être améliorés mais le temps nous manque !

 

Ur sadorn mintin e oan savet a-raok ma zud. Enaouet ‘m eus ar skinwel war “Gulli” e oa Scoubidou o lammat e pep lec’h. Lakaet ‘m eus an 11, ne oa nemet un dra anvet Euroshopping. Ba, ne blij ket din an traoù da werzhañ pe da brenañ. Lakaet ‘m eus an 3 evit ur wech, peurliesañ eo ma zad a sell ouzh an trede. “Setu bremañ ar c’heleier : un tsunami en deus dismantret Bro-Japan”. Goude en doa lâret ar c’hinniger : “setu, Ben Laden a zo marv, ha bla bla bla, bla bla bla… Goude ur c’hard-eur, ma zad a oa savet. Ma zad en deus lakaet Radio Breizh en ur zebriñ bara-kraz hag ur chokolad tomm. Ar radio a oa o tisplegañ e oa ur foar an traoù-kozh e Kiberen. Ne blij ket din  ivez foar an traoù kozh.

E-pad an amzer-se e oa mammig o redek war-lerc’h ar c’hazh ha lâret he deus  :

- “Skuizhus eo da gazh, Kevin , gwerzhet e vo e foar an traoù kozh !

- Petra ?, em eus lavaret, n’em eus ket c’hoant gwerzhañ ma c’hazh, me.

- Geo, he deus lâret mamm, gwerzhet e vo da gazh ha te zo ‘vont d’e werzhañ ar sizhun-mañ.” Aet e oan kuit, ne oan ket kontant.

 

            D’ar sul mintin em eus aozet an aferioù da werzhañ hag aet on da Giberen da werzhañ ma c’hazh ha c’hoarioù all pa oan bihan. Bremañ ‘m eus prenet ar plas, lakaet ‘m eus an daol, kroget em eus da lakaat ma aferioù war an daol hag un den en deus lâret :

“- Demat ma faotr, dit eo ar c’hazh, aze ? Da werzhañ emañ ?

- Ya.

-Pegement ?

- 150 euro, ‘m eus respontet.

- 150 euro !!! Re ger eo, n’e brenan ket.”

Ouf, a soñjen. Goude, ur plac’hig he deus lâret d’he zud :

“C’hoant ‘m eus ar c’hazh mammig !

- Ya chérie, he deus respontet he mamm, pegement eo, marc’hadour bihan ?

- 150 euro, em eus respontet.

-OK, prenañ a reomp anezhañ.

- Petra ? prenañ a rit da 150 euro ?

- Ba ya, perak ?

- Beñ ya, met ma c’hazh en deus ar gounnar.

- Petra ? Ar gounnar en deus da gazh ! Oh, met ne brenomp ket anezhañ ! » .Hag aet int kuit.

 

E-pad an endervezh e  c’hoantae un den prenañ Moutig ha respontet em eus dezhañ : “Ne c’hellit ket, miret eo dija !”. Setu an noz, mammig a zo erruet :

«  - Ha neuze, pegement az peus gounezet ?

- O, a respontan, n’em eus ket bet arc’hant met kontant on peogwir em eus ma c’hazh !.

 

Echu

 

Fabian Le Chanjour, CM2

 

"5 euro an dastumadeg Naruto ! Dreist ! 5 €, n'eo ket ker, 35 € a zo ganin. Un Naruto, mar plij, kemer a ran hemañ mar plij. Setu 5 €. trugarez ! O ! 5 Naruto all evit 20 €, dreist eo. Hag un distaol eus 5 € ouzhpenn. Neuze ugent nemet pemp a zo par da bemzek ha tregont nemet pemzek a ra pemzek. Bon, prenañ a ran pe get ? N'eo ket ker, met... Ale, prenañ a ran, setu 15 € evit an den-se. Hag aze, petra a lavar an den ? "Deuit, deuit tudoù ! 15 € an tri Naruto " Chañs am eus, chom a ra 15 € din just. Buan, a-raok ma vefe prenet gant unan all ! Setu, erruet on ! Setu ar pemzek... C'hwit ! Dija kemeret ! Penaos ? Gant piv ? Pelec'h emañ ? Kavet em eus anezhañ, e foñs ar sal emañ. Buan, buan, buan. Demat, gallout a ran adprenañ an tri Naruto deoc'h? 15 € am eus. Ya,? A-du oc'h, dreist !"

 

Iwan Le Sauce, CM2

Partager cet article
Repost0
3 mars 2012 6 03 /03 /mars /2012 18:12

S7302974.JPG

 

Met petra zo peg e izili skipailh pedagogel ar skol eta ? Met ya evel just ! Emaint o pleustriñ evit bezañ prest deiz ar Redadeg ! Ha kontañ a reont holl warnoc'h evit ma redfec'h ganto d'ar merc'her 16 a viz Mae ! neuze, bec'h dei! Betek an trec'h !

Mais quelle mouche a donc piqué les enseignants de l'école ? Bon sang, mais c'est bien sûr ! Il s'entrainent pour la Redadeg 2012 ! Et ils comptent tous sur votre présence le mercredi 16 mai pour courir avec eux, alors au boulot !

Evit gouzout hiroc'h (pour en savoir plus) :link

S7302975

 

S7302971.JPG S7302972.JPG

Partager cet article
Repost0
10 février 2012 5 10 /02 /février /2012 11:34

S7302952Gant ar c'hlasad omp bet e Bro-Durakia, ur vro iskis eo !

 

S7302947

 

Ur bal masklet eo amañ : e-kreiz ez eus un tarv, al loen gant kerniel. Pengwined a zo gant maskloù, dañsal a reont war pladennoù. An tarv zo graet gant ur rod, velo, kerniel, ur valizenn, un aveler, koad...

 

S7302963

 

 

  Un daol-feriñ eo,

Lakaet e vez pa ya an dud kuit e pad pell.

Evit an dud da c'houzout e tleint adtremen.

"Une table a repasser" eo. 

 

 

S7302943

 

an diktatour en doa ur maskl evit kuzhat e benn. e vaskl a zo graet gant ur maen avokad kizellet. an diktatour en doa ur c'huzulier ( ezivrec'h a zo graet gant kerdin, e benn gant paper chaoket). Gwelet e vez div batatezenn e-barzh heuzoù, o zrouz a spont ar bobl. dindan ar gador ez eus ur 4L gant daou benngwenn (peogwir o deus peder askell 4L !). ar re-mañ zo enebourien d'an diktatour.

 S7302945

 

 

 

 An enebourien a zo a-enep an diktatour. (Amañ ur seurez).

Lakaat a ra an enebourien ur peskig ruz war o fenn. (N'eo ket ar groaz ruz).

  S7302962

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Taolennoù a zo e Turakia peogwir n'eus ket benvegoù foto. Ober a reont o foltred gant traoù kavet e pep lec'h hag an taolennoù a vez lakaet e antre ar c'herioù pe war hentoù Turakia evit an douristed.

 S7302965S7302966 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 Ar re a welomp war ar gador eo brini o c'hortoz un dra da lâret ha dindan e weler an dud a zo bet touellet gant an diktatour ("Ils ont été embobinés"). al labous-keleier ne nij ket mui peogwir emañ an dristidigezh o ren. Graet eo gant un dibr, ur voest sardin, div fourchetezenn, hag ur maskl.S7302960 S7302959

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

S7302944

 Arme an diktatour : un arme en deus an diktatour, un empenn bihan hag ar memes gwiskamant o deus holl.

 S7302950

 

 

 

   

 

 

 

 

 

 

 

"Pour une canne, elle en a une belle", ur sac'h, brankoù, plouz hag un tamm bazh-kamm. !

 

S7302956

 

 Laz-seniñ ar c'helien : ar gentañ a son gitar, an eil taboulinoù hag an hini ziwezhañ a son trompilh. laagadoù ar c'helien a zo graet gant siloù te, ar gitar e kartoñ, an taboulinoù gant podoù yaourt, un dihuner ha boestoù-mir. An drompilh a zo graet gant plastik ha skotch.

 

Ha c'hoazh ur bern traoù all !...

S7302946

 

 

 

 

 

S7302951 

 

  

 

 

 

 

 

 

S7302955

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0
9 février 2012 4 09 /02 /février /2012 11:21

 

Le renard et le bouc

 

Le renard allait de compagnie avec son pote le bouc grossier.

Celui-ci ne voyait pas plus loin que son gosier.

La soif les obligea à entrer dans un bar

Qui était tout en bazar.

Ils prirent au moins trois bières parfaites,

Ce qui donna envie au bouc d'aller aux toilettes.

Mais celles-ci étaient fermées :

il y manquait cuvette et chasse d'eau

le barman y avait trop mis de coups de marteau.

Alors le bouc alla chez les femmes,

mais il y avait des flammes.

Alors le bouc ne pouvant plus se taire

Finit par faire par terre.

<<Ah enfin dit le bouc,devenu fou...

je n'en pouvait plus avec cette histoire>>.

Quant au renard,il finit la nuit saoul.

Moralité : il ne faut jamais trop boire.

 

Awen

 

S7302932.JPG

 

Le pape et la croyante

 

Le grand pape allait de compagnie

Avec son amie la croyante

Qui avait gagné le prix des andouilles

Mais qui avait bonne bouille.

L'autre était passé maitre en fait de tromperie.

La soif les obligea à descendre dans un bar.

La, chacun d'eux prit une bière.

Après qu'abondamment tous deux en eurent pris,

Le pape dit à la croyante :

"Que ferons-nous

Ce n'est pas tout d'être saoul,

Il faut payer.

Agenouille toi je te bénirai

Puis, va au comptoir et donne l'argent,

Après quoi nous partirons."

"Par mon capuchon

Je l'avoue

Je n'aurais pas trouvé cette idée."

Le pape fit semblant d'être saoul

Et tout à coup poussa tables, chaises et canapés

Avant de décamper sans rien payer

La croyante se dit

"Si le pape je revois,

à le tuer je n'hésiterai pas!

 

En toute chose il faut considérer la fin.

 

Maelig

 

Partager cet article
Repost0
7 février 2012 2 07 /02 /février /2012 16:40

 

S7302939

D'ar meurzh 07 a viz C'hwevrer d'an endervezh hon eus kemeret ar bus evit tremen an test Bolero e poull-neuial kercado, evit gallout bageal. Ret e oa lakaat un T-shirt gwenn hag ur jiletenn saveteiñ. Ar mestr-neuier en deus displegetS7302934 deomp penaos ober. en em laosket omp da gouezhañ en a-dreñv e-barzh an dour adalek ur pallenn war vord ar poull. Neuiet hon eus 25 metrad. ret e oa tremen dindan ur gordenn evit gwelout hag-eñ omp kap da dremen dindan kourc'h ur vag. Tennet hon eus ar jiletenn-saveteiñ hag hon T-shirt gwenn. C'hoariet hon eus er fin er poull bihan. Padet en deus un hanter-eur en holl met mat e oa. Aes e oa an test, degemeret eo bet an holl ! Ur wech distroet er c'hlas hon eus savet ar pennad-mañ.

S7302940-copie-1

 

Partager cet article
Repost0

Kinnig

  • : Le blog de Lamponed Gwened
  • : Buhez klas CM Skol Diwan Gwened
  • Contact

Klask

Dielloù

Rummadoù