Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
15 juin 2012 5 15 /06 /juin /2012 09:48

Kannerezed an noz a zo un daolenn livet gant Yann D'argent. An daolenn a zo o komz eus merc'hed a zo bet lazhet. An teir flac'h-mañ a oa marv, hag o doa c'hoant mont d'ar baradoz, met evit mont d'ar baradoz e oa ret lazhañ an den ne oa ket deuet d'o interamant. Ur wech e oa deuet Willem Postic war an dachenn, taget eo bet gant an teir flac'h. Pa eo bet adkavet korf Willem Postic antronoz mintin e oa marv. D'e interamant, pa veze enaouet ur c'houlaouenn goar, kerkent en em lazhe, se a dalv ne oa ket Willem Postic ur c'hristen mat.

 

Partager cet article
Repost0
14 juin 2012 4 14 /06 /juin /2012 16:24

An daolenn-mañ a zo bet graet gant Jules Breton. Anv an daolenn eo“Pardon Kergoat“.Ur pardon zo ur fest religiel, d’ar mare-se e vez graet tro ar barrez. Pa vez sellet ouzh dilhad ar merc’hed e ouzomp eus pelec’h e teuont.

Gwelet e vez war an daolenn merc’hed o terc’hel ar werc’hez, tud paour. Tud n’o deus ket botoù evit en em zigareziñ peogwir o deus graet un dra vil, ur perc’hed. An dud paour a zo amañ evit goulenn boued : an aluzon.

Gwelet e vez ar chapel hag ar c’hoadoù.

    

Partager cet article
Repost0
14 juin 2012 4 14 /06 /juin /2012 14:07

An daolenn-man a ziskouez un eured gwechall e Breizh. Ar familh a zo deuet er fest gant sonerezh, chouchenn, boued.

Ar gwiskamantoù zo: evit ar plac'h, ur vrozh betek 6 vloaz, ar boned betek 12vloaz ; ar baotred o deus ur jiletenn c'hlas (ha du evit ar re bedet rak ne oant ket eus Bro-Gerne).

En ur c'hranj e tremen.

An dud nevez zo Corentin Le Guerveur et Anne-Marie Kerime, tud binvidik.

Partager cet article
Repost0
14 juin 2012 4 14 /06 /juin /2012 14:01

P1210408Gwelet hon eus taolennoù diwar-benn buhez bemdez er XVIvet kantved e Breizh, ha mojennoù Breizh.

 

Ar mirdi zo digor bepred.

E Gwengolo, Here, Ebrel, Mae, Mezheven eo digor bepred ar mirdi. Tout an devezh nemet d'ar meurzh, etre 9h30 ha 12h hag etre 14h ha 18h.

Peurrest ar bloaz eo kazi heñvel met n'eo ket digor d'ar sul mintin.

 

Priz ar mirdi: 5 euro. 

 

E mirdi an arzoù-kaer, e Kemper, e vez kavet dastumadegoù livadennoù, tresadennoù ha telwennoù.

Partager cet article
Repost0
26 mai 2012 6 26 /05 /mai /2012 10:33

Julien simon eo al livour en deus livet an daolenn-mañ.

Er vro Vigouden eo bet graet an daolenn, gouiet eo gant ar chapel.

Ar maouezed a ya da gemer ar bezhin, ober a reont bernioù ganto hag lakaat an tan enno evit ober soavon gant ar soud pe temz evit an douar.                                                                                                         

Ar wazed az ae da besketa evit magañ o familh ha kaout ac'hant.

Partager cet article
Repost0
25 mai 2012 5 25 /05 /mai /2012 10:21

 

D’an 07/05 omp bet e Kemper, kemeret hon eus an tren er vintin da 8h 25. E-pad ar veaj hon eus c’hoariet : D-S, 7 familh…Levrioù zo bet lennet gant tud all,ha komzet ivez.

Pa oamp erruet, bugale skol Gemganp ne oant ket erruet c’hoazh.P1210425

En ur c’hortoz  hon eus gweladennet an iliz-veur,ha bet er mirdi evit lakaat hor mantell.

Gant ar genskriverien, pa oan erruet, hon eus gwelet taolennoù er mirdi, taolennoù brav-tre.

D’an endervezh, gant an ambrouger hon eus treset un tamm deus an iliz-veur, roet he deus tammoù paper a oa skrivet warno :pouner, skañv, du, melen... hag e oa ret deomp kavout an dra a glote: war al leur pe ur voger, pe ur maen.

P1210452Graet hon eus daou liv war ur paper hag ret e oa deomp klask e-kreiz-kêr.

Roet zo bet mein evit klask c’hoazh e-kreiz-kêr.

Pa oa echu omp distroet en tren da 4h30.  

 

 

Partager cet article
Repost0
18 mai 2012 5 18 /05 /mai /2012 20:29

Trugarez d'an holl re o deus kemeret perzh e degemer ar Redadeg e Gwened, Big up da Batrick evit skol Div Yezh Roc'han hag Annaig evit skol An Itron Varia e Santeve.

 

Un albom foto a zo ivez : Redadeg-2012 skeudennoù Gaëtan Redadeg-2012 skeudennoù Gaëtan

Hag unan all : redadeg-2012 redadeg-2012

Luc'hskeudennoù all a zo ivez war ar blog "Kantreadennoù : link

 

 

Partager cet article
Repost0
8 mai 2012 2 08 /05 /mai /2012 15:56

Ouzhpenn reiñ kentelioù brezhoneg d'ar vugale e ro an hanter eus ar skipailh pedagogel kentelioù brezhoneg d'an dud deuet d'al lun d'an noz. 4 live a zo. D'al lun 07 ez eus bet dibabet leuskel un tammig ar c'hreionoù hag al levrioù, an enrolladennoù hag ar pennadoù kazetennoù evit kaout ar blijadur da eskemm e brezhoneg en ur c'hoari da c'hoarioù hengounel Breizh, ar pezh a oa nevez evit lod eus an deskarded pa oa lod all dornet mat dija.

En plus d'enseigner en breton aux enfants, la moitié de l'équipe pédagogique de l'école donne aussi des cours de breton à l'attention des adultes le lundi soir. Le lundi 07 mai, Gaëtan étant fatigué de son équipée à Quimper avec ses élèves, il a été décidé de laisser de côté crayons et manuels, enregistrements et articles de presse, pour échanger en breton tout en se familiarisant avec les jeux traditionnels bretons (qui étaient nouveaux pour certains apprenants, tandis que d'autres pouvaient montrer leur habileté).

P1210491.JPG P1210492.JPG

P1210494.JPG P1210495.JPG

Partager cet article
Repost0
30 avril 2012 1 30 /04 /avril /2012 14:30

Setu m'hon eus bet disoc'h ar genstrivadeg danevelloù aozet gant "L'association bretonne" e Redon. Meur a briz zo bet roet dre live :

CM1 : priz kentañ : Enora, eil priz : Erell

CM2 : priz kentañ : Amandine, eil priz : Fabian, trede priz : Henory.

Gourc'hemennoù dezho.

Ma fell deoc'h adlenn o fennadoù : Kenstrivadeg danevelloù : Foar an traoù kozh   Foar an traoù kozh 2

Partager cet article
Repost0
29 avril 2012 7 29 /04 /avril /2012 19:14

 


 
Partager cet article
Repost0

Kinnig

  • : Le blog de Lamponed Gwened
  • : Buhez klas CM Skol Diwan Gwened
  • Contact

Klask

Dielloù

Rummadoù