Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
1 juin 2011 3 01 /06 /juin /2011 08:34

Evit gouel ar mammoù hon eus savet hon emboltred, setu an taol-esae kentañ, ha gouest e voc'h d'hon anavezout ?

 

S7302375.JPG

Partager cet article
Repost0
31 mai 2011 2 31 /05 /mai /2011 16:25

S7302294Tri zra a zo er maezioù frank : al levraoueg, ti ar skiantoù ha Mirdi Breizh.

E ti ar  skiantoù ez eus ur planetarium, Arnodva Merlin hag ar sal Eureka gant  diskouezadegoù.

Mirdi Breizh a zispleg Istor Breizh.

Al levraoueg he deus 6 estaj : en estaj 6 ez eus : Glad ha Mirva Henri Polles.

En estaj 5 ez eus : Arz, Kevredigezh .

En estaj 4 ez eus : Yezhoù ha Lennegezh .

En estaj 3 ez eus : skiantoù ha buhez bemdez

En estaj 2 ez eus : sonerezh

En estaj kentañ ez eus : korn ar re yaouank hag  an degemer.

 

  S7302318O piknikañ e-kichen ar maezioù frank.

Partager cet article
Repost0
23 mai 2011 1 23 /05 /mai /2011 09:51

S7302311Levraoueg ar maezioù  frank zo digor d’ar meurzh etre 12h ha 21h, d’ar merc’her , d’ar yaou, d’ar gwener  etre 12h ha 19h, ha d’ar sadorn etre 14h da 19h (ha d’ar sul ivez).

Serret eo al levraoueg d’al lun ha d’an deizioù gouel.

N’eo digor al levraoueg evit ar strolladoù nemet war goulenn hag dreist-holl d’ar meurzh hag d’ar yaou eus 9h da 12h.

War-dro 2200 romant hag 800 bandenn-dreset a zo prenet bep bloaz. Al levraoueg he deus evit pal derc'hel al levrioù kozh hag an holl levrioù embannet : Dalc’het int el live 6. Koumanantet eo al levraoueg da700 kazetenn ivez.

 

S7302302

 

Pa vez kozh al levrioù e seller outo war ur marc'h-levr.

Partager cet article
Repost0
20 mai 2011 5 20 /05 /mai /2011 09:50

 D'ar meurzh 10 a viz mae omp bet er mirdi Breizh e Roazhon

 

Evit kregiñ hon eus gwelet fotoioù Bretoned e 1900. D'ar mare-se, an dud a oa paizanted a zo deuet da vezañ labourerien-douar hag an dud a oa war an aod a oa pesketourien.Goude, gant ar c'hudennoù ekonomikel, al labourerien-douar n'o doa ket labour a zo bet e Paris hag an douristed a zo erruet e Breizh. An tren a zo bet ur cheñchamant bras evit ar veajourien hag al labourerien.

 

S7302315S7302316

Partager cet article
Repost0
19 mai 2011 4 19 /05 /mai /2011 10:48

Gwenn-ha-du a oa ur stollad kuzh o stourm evit Breizh hag a-enep stagidigezh Breizh ouzh  Bro-C’hall. D’ar 7 a viz Eost 1932 o deus distrujet an delwenn a oa e ti-kêr Roazhon gant Anna Vreizh war he daoulin dirak roue Bro-C’hall. An dud-se o deus lakaet  nitroglycérine en  ur voutailh laezh a-dreñv an delwenn hag an delwenn he deus tarzhet. N’eus delwenn all ebet abaoe dindan horolaj an ti-kêr. 

Partager cet article
Repost0
19 mai 2011 4 19 /05 /mai /2011 09:19

D’ar meurzh 10 a viz 2011 omp bet e Roazhon gant ar tren. Loc’het omp e Gwened da 7h55 hag erruet da 8h56 e Roazhon. Ni hon eus choariet d’ar seizh familh, da c’hoarioù kartoù, lennet pe selaouet ouzh un MP3 pe MP4. Ar boaotred o deus choariet da gartoù Yogiyo. E-barzh ar tren e oa privezioù. Padet he deus ar veaj un euriad. Ni hon eus kuitaat Roazhon da 16h38 evit erruout e Gwened da 17h47. Evit gortoz an tren e Roazhon hon eus c’hoariet d’ar bered.

S7302345

Partager cet article
Repost0
17 mai 2011 2 17 /05 /mai /2011 11:55

E-pad an eil brezel-bed, e mezheven 1940 , e Kuita Henri Polles Paris. Mont a ra e Provañs hag e Bourdel, e lec h m’emañ e familh kaer o chom. Aze e ra anaoudegezh gant Jean Giono, gantañ e chomo betek marv hemañ.

S7302295Neuze e krogo da vodañ kalz oberennoù. Feurmiñ a ra e 1942 un ti e Brunoy, kinklañ a ra an ti ha lakaat  a ra ennañ tout e levrioù, en ur lakaat war-wel e venoz ober ur “mirdi al levrioù hag al lizherennoù”.

E 1953 e tigor ur stal levrioù e Paris e-barzh ar 5vet arondisamant e bali an ospital. Serret e vo un nebeut mizioù war lerc‘h… Ne rae ket nemet prenañ levrioù met sevel a ra maketennoù ha kalz keinadurioù ha gouhinoù evit renkañ e dornskridoù, e embannadurioù orin  hag e engravadurioù. S7302297

Eus 1986 da 1992 , e aoz e levraoueg kêr Roazhon, dis-kouezadegoù hervez an temoù hag a zo tomm dezhañ : ar garantez Breton (1986), ar vaouez 1900 (1990), Ernest Renan (1994), levrioù ar vugaleaj (1992), gastronomiezh (1991), keinadur (1988).

S7302296

 

Partager cet article
Repost0
17 mai 2011 2 17 /05 /mai /2011 10:40

Ar mogerioù kreñv

S7302320

 

Staliet e kember an Il hag ar Gwilun, Roazhon en deus savet en trede kantvet ar voger kreñv kentañ. Er XVvet kantvet,gant ar gêr o kreskiñ, eo bet ret sevel mogerioù all, e biz ha su ar Gwilun.                                                               

Dor Mordelles eo ar savadur pennañ a chom eus ar mare-se : un nor gant daou dour eo, gwarezet gant ur pont-gwint,,toullet gant un nor evit ar c'harrigelloù hag un nor evit an dud war droad.

 

 An tiez o frammoù koad

S7302321S7302327

 

An tangwall a zo bet d'an 27/12/1720 en deus distrujet 900 ti. Evit ma ne gendalc'hfe ket an tan ez eus bet distrujet kalz a diez koad. Met chom a ra c'hoazh kalz a diez e koad e Roazhon.

 

4 Lodenn a zo e tiez o frammoù koad :

- ar c'hav evit lakaat tout an traoù da zebriñ ha da werzhañ.

- E rez-an-douar e oa ar stal, ar gegin, ar sal debriñ...

- En estaj kentañ e oa ar c'hambroù.

- Ar solier a oa evit ar bleud ha tout an traoù-se.       

 

S7302330

Partager cet article
Repost0
16 mai 2011 1 16 /05 /mai /2011 16:02

Ganet eo Henri Pollès e Landreger e 1909. Ober a ra studioù e Naoned ha goude e krog da skrivañ levrioù. Yaouank  en doa skrivet barzhonegoù hag, evit e 18 vloaz, en doa skrivet e romant kentañ,  « Sophie de Tréguier ». Al levr-mañ a zo bet embannet e 1932 gant Gallimard.

Kenlabourat a rae ivez er c’hazetennoù evel “Giustizia e liberta”, graet e Paris gant enebourien Mussolini. E 1936 e skriv e Barselona ur pennad war brezel Bro-Spagn evit ar gazetenn « vendredi ».

Goude e levr kentañ e skriv daou levr all : “Les paralytiques volent”ha “L’ange de chair”. E 1945, e levr  « Toute guerre se fait la nuit » a  goll priz ur c’honkour. Ar c’hwitadenn-se e lak anezhañ da skrivañ « Journal d’un raté ».

E 1982 e skriv « L’âge d’homme », « Sur le fleuve de sang vient parfois un beau navire ». Al levrioù-mañ, diwar-benn Landreger e-pad brezel1914-1918, a resev priz Paul Morand eus Akademiezh Bro-C’hall hag priz bras skrivagnerien ar C’hornog. Pedet eo goude e abadennoù tele « Apostrophes » hag « Ex-libris ». Soñjet en deus goude kinnig e levrioù evit sevel ur mirdi e Roazhon.

Henri Pollès a zo marv d’an 30 a viz Gwengolo 1994 e-barzh tan-gwall e di a oa e Brunoy. E zastumadeg levrioù a zo bet lakaet e levraoueg Roazhon.

S7302300-copie-1.JPG

(Armel levrioù savet gant Henri Pollès evit renkañ e levrioù diwar-benn Bro Rusia)

Partager cet article
Repost0
16 mai 2011 1 16 /05 /mai /2011 10:04

S7302337A-raok stagadur Breizh ouzh Bro-C'hall e 1532, e oa dija bet krouet Parlamant Breizh. E 1554, e labour a oa enrollañ skridoù ar roue ha difenn gwirioù Breizh. Parlamant Breizh zo ar savadur brudetañ e Roazhon. Goude tan-gwall 1720 eo karget Gabriel da adsevel Parlamant Breizh hag e lak ur blasenn roueel dirak. E-kreiz ar blasenn e oa un delwenn eus loeiz XIV, distrujet eo bet e-pad an dispac'h gall.

 E-pad nozvezh ar 4 a viz c'hwevrer 1994eo bet devet palez Parlamant Breizh.

 

S7302341

Partager cet article
Repost0

Kinnig

  • : Le blog de Lamponed Gwened
  • : Buhez klas CM Skol Diwan Gwened
  • Contact

Klask

Dielloù

Rummadoù